Monetaria annulus
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Monetaria | ||
Anv skiantel | |||
Monetaria annulus (Linnaeus, 1758) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Monetaria annulus a zo unan eus ar pemp spesad a vez renket er genad Monetaria e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. Ur spesad kregin boutin-tre ma n'eo ket ar brudetañ e-touesk ar Cypraeidae an hini eo.
Taksonomiezh
kemmañDiskrivet eo bet ar spesad gant Linnaeus e 1758 dindan an anv genad Cypraea[2].
Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Monetaria annulus o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea annulus Linnaeus, 1758 anv an diskrivadenn hag hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
- Erosaria annulus (Linnaeus, 1758) anv aet da get.
- Cypraea annularis Perry, 1811 anv aet da get.
- Ornemetaria annulus (Linnaeus, 1758) anv aet da get.
Bevoniezh
kemmañKregin brav eo an Monetaria annulus. Kavet e vezont tost-tre eus an aod a-wechoù deus an deiz war a bep seurt skoroù, traezh, reier, korailh etre live an izel mor ha nebeut metroù donder.
Ment
kemmañMentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 17 ha 25 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 8 mm gour, pe ramz, betek 40 mm.
Gwelout ivez
kemmañMonetaria moneta ha Monetaria obvelata daou spesad tost a-walc'h.
Kartenn al lec'hioù bevañ
kemmañLec'h bevañ ar spesad a zo er meurvorioù Indez hag Habask. Er mor Ruz e vez kavet anezhañ ivez. E Polinesia ne vez ket kavet ken hag ez eus en e blas ar spesad tost Monetaria obvelata
Implijoù
kemmañAbalamour d'o bravantez, kement hag ar c'hementadoù bras anezho a c'helle bezañ kavet aes a-walc'h gant pobloù aodoù Afrika ar reter eo bet dastumet hag implijet kalz ar c'hregin-se evit talvezout a arc'hant evel pezhioù moneiz pe evit sevel troioù-gouzout ha bravigoù all hag ivez evit kinklañ objedoù hengounel evel maskloù hag all e kalz broioù Afrika,lod anezho pell-tre eus lec'h bevañ ar c'hregin-se.
-
Un dornad hoc'higed-mor gwalenn aour ha pezhioù santimoù euroioù da genveriañ
-
Delwennig hengounel Yoruba eus Nigeria goloet gant kregin hoc'higed-mor gwalenn aour
-
Tro-vrec'h gant kregin gwriet eus pobl Samo eus Burkina Faso e Mirdi Tropenmuseum, Amsterdam, Broioù izel
-
Un dornad hoc'higed-mor gwalenn aour
-
Radiografiezh kregin Monetaria annulus.
-
Diaz Monetaria annulus
-
Kein Monetaria annulus gant e walenn aour
-
Beg Monetaria annulus
-
Diabarzh Monetaria annulus kostz ar beg ur wech troc'het
-
Diabarzh Monetaria annulus o tiskouezh an ahel enrollañ
-
Monetaria annulus didroc'het e gein
Notennoù
kemmañ- ↑ lec'hienn WORMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 05 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=205350(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)