Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Monetaria moneta

Hoc'hig-mor moneiz
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Monetaria
Anv skiantel
Monetaria moneta
(Linnaeus, 1758)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Monetaria moneta a zo unan eus ar pemp spesad a vez renket er genad Monetaria e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. Ur spesad kregin boutin-tre an hini eo.

Taksonomiezh

kemmañ

Diskrivet eo bet ar spesad gant Linnaeus e 1758 dindan an anv genad Cypraea[2].

Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Monetaria annulus o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea moneta Linnaeus, 1758 anv an diskrivadenn hag hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
  • Erosaria moneta (Linnaeus, 1758) anv aet da get.
  • Monetaria icterina Lamarck, 1810 anv aet da get.

Bevoniezh

kemmañ

Kregin brav eo an Monetaria moneta. Kavet e vezont tost-tre eus an aod a-wechoù deus an deiz war a bep seurt skoroù, traezh, reier, korailh etre live an izel mor ha nebeut metroù donder.

Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 17 ha 28 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 9 mm gour, pe ramz, betek 44 mm.

Gwelout ivez

kemmañ

Monetaria annulus ha Monetaria obvelata daou spesad tost a-walc'h.

Kartenn al lec'hioù bevañ

kemmañ

Lec'h bevañ ar spesad a zo er meurvorioù Indez hag Habask. ErMor Ruz hag e Polinesia e vez kavet anezhañ ivez.

 

Implijoù

kemmañ

Abalamour d'o bravantez, kement hag ar c'hementadoù bras anezho a c'helle bezañ kavet aes a-walc'h gant pobloù aodoù meurvorioù Indez hag Habask eo bet dastumet hag implijet kalz ar c'hregin-se evit talvezout a arc'hant evel pezhioù moneiz pe evit sevel troioù-gouzout ha bravigoù all hag ivez evit kinklañ objedoù hengounel evel maskloù hag all e kalz broioù Afrika,lod anezho pell-tre eus lec'h bevañ ar c'hregin-se.

Skeudennoù

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. lec'hienn WORMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 05 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=216874(en)
  2. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)