Monoftongenn
Er yezhoniezh e vez implijet an termen monoftongenn (diwar ar henc'hresianeg: μονόφθογγος, "unsonenn" pe "untonenn"; (saoz.: monophthong) evit komz eus ur vogalenn "c'hlan", da lâret eo e tosta an teod ouzh ul lec'h resis e diabarzh ar genoù nemetken ket mont a lec'h da lec'h evit kregiñ pe achuiñ gant un hantervogalenn evel diftongenn.
E brezhoneg e kaver monoftongennoù hag a c'hell bezañ skrivet gant ul lizherenn nemetken ("a", "e", "i", "o", "u") pe c'hoazh gant un divc'hrafenn ("eu") hag ivez diftongennoù ("ao", "eü", "ya"...). E yezhoù all, evel ar saozneg da skouer, eo kalz stankoc'h an diftongennoù evit ar monoftongennoù hag e yezhoù all, da skouer ar japaneg hag an hungareg ne gaver nemet monoftongennoù ha pe deuont renk-ouzh-renk an eil war lerc'h ebet e vezont distaget gant un hiatus o vezañ m'az eus div vonoftongenn anezhe kentoc'h evit un diftongenn.
Alies pa vez skrivet ur vonftongenn gant un divc'hrafenn e vez peogwir eo aet ur yezh war gemmañ a-hed ar wezh, evel da skouer ar gresianeg: οι distaget [i] e gresianeg a-vremañ, met distaget [oi] gwezhall e henc'hresianeg.