Morfologiezh amzibun
Implijet e vez an termen morfologiezh amzibun (diwar ar saozneg: nonconcatenative morphology) war dachenn ar yezhoniezh evit komz eus doareoù deveradur (d.l.e. sevel stummoù nevez diwar stummoù diazez) diazezet war kemmoù kaset da-benn e diabarzh ar gwriziennoù kentoc'h evit dre stagañ morfemoù (kengerioù) ouzh ar stumm diazez renk-ouzh-renk, da lâret eo kentoc'h evit dibunañ lostgerioù ha/pe rakgerioù an eil war lerc'h egile.
Implijet e vez alies ar vorfologiezh amzibun gant ar yezhoù semitek, dreist-holl ar yezhoù arabek, en o zouez an arabeg hag ar malteg hag ivez, met nebeutoc'h, gant an amhareg, h.a.
Kavet e vez skouerioù eus ar vorfologiezh amzibun e yezhoù all estreget ar yezhoù semitek, avat hag e brezhoneg, da skouer, e c'heller sevel stumm al liester diwar stumm an unander dre stagañ ouzh e dibenn al lostgerioù « -(i)où », d.s.:
- tad → tadoù
E degouezhioù all avat e vez savet stumm al liester en un doare disheñvel dre gemmañ ar vogalennoù e diabarzh ar stumm unander diazez kentoc'h evit dibunañ kengerioù, da skouer dre apofoniezh (pebeiladur vogalennek):
- arar → erer
Bez' e c'hell bezan implijet ar vorfologiezh amzibun ha lostgerioù war un dro ivez:
- bag → bigi
Doareoù morfologiezh amzibun
kemmañMeur a zoare morfologiezh amzibun ez eus, en o zouez:
- Ober a reer kemmadenn an diazez eus an doare morfologiezh amzibun ma vez deveret ur stumm diazez dre gemmañ ar wrizienn diazez hep rankout ouzhpennañ morfemoù all outi dre ret, d.s. e brezhoneg:
- yar → yer
- Ur c'hemm tonenn, da skouer e tchalkatongieg (chalcatongo) ur yezh mikstekek:
- Dre implijout treuzgerioù, da skouer e malteg diwar ur wrizienn deirc'hensonennel (pe pederc'hensonennel) e c'heller sevel meur a c'her resis gante ur ster heñvel dre kemmañ ar patromoù diabarzh ha dre implijout kengerioù a bep seurt (s.o. ouzh ar pennad "liester torr") :
- Gwrizienn K-T-B (o tennañ d'ar skrivañ)
- → kitba « skrid »
- → ktieb « levr »
- → kotba « levrioù »
- → ktibt « skrivis »
- → nikteb « skrivan »
- Dre doubladur, ma vez implijet div wezh renk-ouzh-renk un tamm eus ar wrizienn pe ar wrizienn en he fezh, da skouer e yakouteg e vez implijet an doubladur evit kreñvaat ster un anv-gwan :
- /k̠ɨhɨl/ « ruz » → /k̠ɨp-k̠ɨhɨl/ « ruz-kenañ »
- Dre diverkadur ma vez lamet elfennoù digant ar wrizienn, da skouer e mourleg (murle) ur yezh sourmek: