Implijet e vez an termen liester torr pe liester diabarzh (miksur e malteg; جمع تكسير jam taksīr en arabeg) war dachenn ar yezhoniezh evit komz eus unan eus perzhioù morfologel a gaver e meur a yezh semitek a vez "torret" pe "didroc'het" enne stumm diazez un anv-kadarn unan evit sevel diwarnañ ar stumm lies dre gemmañ elfennoù resis patrom vogalennek diabarzh ar framm diazez ar wrizienn dederc'hensonennel pe bederc'hensonennel kentoc'h evit dre ouzhpennañ lostgerioù ha/pe rakgerioù ouzh stumm diazez an anv.

Daoust ha ma vez kavet seurt liesterioù torr e meur a yezh semitek ec'h eo er yezhoù arabek, evel da skouer an arabeg hag ivez ar malteg, ma vezont implijet an aliesañ hag en un doare boutin.

Keñver-ha-keñver gant al liesterioù torr (pe "diabarzh") e kaver ivez liesterioù savet dre stagañ kengerioù ouzh ar stumm unander diazez, resisoc'h gant lostgerioù ("liesterioù diavaez" pe "leun": sħiħ e malteg; جمع السالم jam alsālam en arabeg).

Liesterioù torr hag apofoniezh

kemmañ

E rannyezhoù arabek 'zo e c'hell tostaat al liesterioù torr ouzh liesterioù apofoniel ivez dre apoherezenn, da lâret eo pa vez diverket ar vogalennoù gwan hep taol-mouezh warne, da skouer e rannyezh arabek Maroko:

Arabeg unvan skrivet: بَيْتٌ → بُيُوتٌ
Arabeg Maroko: bītbyūt ('kambr' - > 'kambreier')

kv.

Arabeg klasel: baytbuyūt ('ti' - > 'tiez')

En arabeg

kemmañ

En arabeg e c'heller sevel liester "reizh" ("diavaez") an anvioù gourel dre ouzhpennañ al lostger -ūn ha dre ouzhpennañ al lostger -āt evit an anvioù benel. Ne gaver koulz er yezh komzet hag er yezh skrivet (a-vremañ, klasel pe zoken er Qur'ān) nemet un 10% bennak eus an holl liesterioù savet er mod-se rak ar bep aliesañ ec'h implijer liesterioù torr (pe "diabarzh").

Patromoù

kemmañ

Meur a batrom a gaver, en o zouez (K = "kensonenn"):

* Unander KāKiK‘ → liester KuKKāK
Da skouer: kātib ('skriver') → kuttāb ('skriverion')
* Unander KiKKīK → liester KaKāKīK
Da skouer: sikkīn ('kontell') → sakākīn ('kontilli')
* Liester KaKūK
Da skouer: qalb ('kalon') → qulūb ('kalonoù')
* Liester aKKāK
Da skouer: sūq ('marc'had') → 'aswāq ('marc'hadoù')

Skouerioù

kemmañ

Setu un nebeud skouerioù oc'h implijout gwriziennoù teirc'hensonennel diazez a dalvez da frammoù ma vez kemmet ar vogalennoù en o diabarzh (hep kemmañ urzh ar c'hensonenn diazez) hervez patromoù resis:

  • KiTāB كتاب "levr" → KuTuB كتب "levrioù"
  • KāTiB كاتب "skriver" → KuTTāB كتاب "skriverion"
  • maKTūB مكتوب "lizher" → maKāTīB مكاتيب "lizhir"
  • WaLaD ولد "paotr" → aWLāD أولاد "paotred"
WaRaQ ورق "paper" → aWRāQ أوراق "paperoù"
SHaJaR شجر "gwezenn" → aSHJāR أشجار "gwez; gwezennoù"
JaMaL جمل "kañval" → JiMāL جمال "kañvaled"

Talvezout a ra ar reolennoù-se ivez evit sevel liester amprestoù digant yezhoù all, da skouer:

film?aflām ('film'→ 'filmoù'; gwrizienn F-L-M)
bank → bunūk ('ti-bank' → 'tiez-bank'; gwrizienn B-N-K)
balyūnbalāyīn ('billion' → 'bilionoù'; gwrizienn B-L-Y-N)

E yezhoù all

kemmañ

E yezhoù all e kaver doareoù damheñvel -keñver an doare ma vez savet al liester diwar an unander evel an apofoniezh hag ar metafoniezh ma vez kemmet ar vogalennoù diabarzh hervez patromoù resis, da skouer e brezhoneg:

ararerer
louarnlern
maenmein
tarvterv

See also

kemmañ