Mouladurioù Hor Yezh
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Mouladurioù Hor Yezh a zo un ti-embann brezhonek e Kemper. Daoust d'e anv eo distag a-grenn diouzh ar gelaouenn Hor Yezh hag embannadurioù homañ.
Tachenn obererezhioù | embann levrioù |
---|---|
Stad | Frañs |
Furm lezennel | declared association |
Sez sokial | Pont-ar-Veuzenn-Kimerc'h |
Istor
kemmañKrouet e voe e 1980 gant Per Denez a oa c'hoazh d'an ampoent rener ar gelaouenn Hor Yezh a oa bet krouet e 1954, met distag e oa diouzh ar gelaouenn, ha bremañ eo distag a-grenn an daou di-embann. Darn eus al labour pleustrek a zo bet graet gant Yann ha Tereza Desbordes a voe o chom asamblez e Lesneven hag e Kemper emañ staliet an ti-embann ez-ofisiel.
Politikerezh embann
kemmañAn darn vrasañ eus ar 150 bennak a levrioù embannet a zo levrioù lennegezh: romantoù, danevelloù, barzhonegoù (e-barzh ar gelaouenn Skrid deuet da vezañ un dastumadeg diabarzh e-pad ur pennad ha deuet da vezañ un ti-embann distag bremañ a-gevret gant Barn), un nebeud buhezskridoù, 1 levr da zeskiñ brezhoneg ha geriadurioù yezh.
E mareoù kent an ti-embann e veze liesskrivet al levrioù war ur mekanik-skrivañ elektronik. Tamm-ha-tamm eo bet gwellaet neuz al levrioù a-drugarez d'ar yalc'hadoù publik.
Ur pouez bras en deus obererezh Mouladurioù Hor Yezh p'o deus embannet hag adembannet koulz lennegezh vrezhonek Gwalarn hag an hini a zo bet embannet goude ar bloavezhioù 1960. Klasket o deus embann troidigezhioù diwar al lennegezh e yezhoù estren, (barzhoniezh gresianek modern ha lennegezh sinaek).
Levrioù gallek all
kemmañTud
kemmañAnna ar Beg a ra war-dro ar gwerzhañ levrioù.
Roll an embannadurioù
kemmañ- brezhoneg
- 2001 : Erwan Berthou (Kaledvoulc'h), kentskrid gant Pêr Denez, Lemenik skouer ar Varzhed, 125 p. ISBN2-86863-131-2.
- 2001 : Yeun ar Gow, Ar gêr villiget, 237 p. ISBN2-86863-127-4.
- diwar-benn ar brezhoneg
- Jean-Yves Urien. La trame d'une langue : le breton. 2il emb. Lesneven, 1989. ISBN 2-86863-032-4
- Yann Desbordes. Petite grammaire du breton moderne. 2il emb. Lesneven, 1990. ISBN 2-86863-052-9
- galleg
- François-Marie Luzel, Contes traditionnels de Bretagne III, 1994.
- François-Marie Luzel, Contes traditionnels de Bretagne VI, 1995.
Sellet ivez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañPorched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |