Ur yezh digenvez eo ar mounitcheg. Komzet e oa gant 3 a dud e kêr Muniches, war ribl ar stêr Paranapura e Perou betek er bloavezhioù 1990. Nevez-varv eo. Izili ar meuriad a ra gant ar spagnoleg bremañ dreist-holl.

Mounitcheg

marv
Perzhioù
Komzet e : Perou
Rannved : Amerika
Komzet gant : 3 (1988)
Renkadur : Goude 100
Familh-yezh : Yezhoù digenvez
  • Mounitcheg
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 -
ISO 639-2 got
ISO 639-3
Kod SIL MYR
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Meneget ez eo ar Vounitchiz e 1668 evit ar wech kentañ. Bihan a-walc'h e oa o c'humuniezh d'ar mare-se dija. Hervez Ribeiro & Wise, o defe kejet ar Jezuited gant teir c'humuniezh hepken lec'hiet er memes rannvro hag ar gêriadenn Munichi a-vremañ. 320 a dud a veve er gumuniezh vrasañ hag e 1737 ne chome nemet 120 a vounitchegerien. War a seblant e oant bet levezonet gant ar Tchayahouitaed, ur meuriad kalz niverusoc'h a oa o chom tost ouzh kêriadennoù mounitchat.


Niveroù e Mounitcheg

kemmañ
  • 1 wuítsaa
  • 2 útspa
  • 3 u:tshuma
  • 4 u:tspatsh
  • 5 tsaâ'xowa
  • 6 tsokta
  • 7 kantshis


Daveoù

kemmañ

El munichi, un idioma que se extingue, Instituto Lingüístico de Verano, Ministerio de Educación (Yarinacocha, Pucallpa, Perú), 1966

Gwelet ivez

kemmañ

Yezhoù Perou