Naria ostergaardi
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Naria | ||
Anv skiantel | |||
Naria ostergaardi (Dall, 1921) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Naria ostergaardi a zo unan eus an daou spesad a vez renket er genad Naria e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. Ur spesad kregin ral eus Hawaii an hini eo.
Taksonomiezh
kemmañDiskrivet eo bet ar spesad gant Dall e 1921 dindan an anv genad Cypraea[2].
Dont a ra an anv ostergaardi eus J.M. Ostergaard skiantour war ar blotviled eus Hawaï en deus diskrivet ar spesad (dindan un anv a zo aet da get).
Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Naria ostergaardi o vezañ implijet un tamm muioc'h eget egile:
- Cypraea pacifica Ostergaard, 1920 anv an diskrivadenn aet da get
- Erosaria ostergaardi (Dall, 1921) anv aet da get evit poent
Bevoniezh
kemmañKregin brav ha bihan eo an Naria ostergaardi . Kavet e vezont er mor don dastumet gant dragourioù etre 50 m ha 150 m donder war distrujoù. Nebeut re a zo bet kavet gant splujerien etre 25 ha 45 m donder dindan bloc'hadoù korailh distaget.
Ment
kemmañMentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 16 ha 22 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 24 mm gour, pe ramz, betek 10mm.
Gwelout ivez
kemmañNaria irrorata spesad all ar genad,
Erosaria boivinii, Erosaria cernica, daou spesad gant tresadennoù ha livioù damheñvel.
Kartenn al lec'hioù bevañ
kemmañLec'h bevañ ar spesad a zo lec'hel-tre nemet en Inizi Hawaii er Meurvor Habask
Skeudennoù
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ lec'hienn WORMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 06 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=738022(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)