Nesiocypraea midwayensis
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Nesiocypraea | ||
Anv skiantel | |||
Nesiocypraea midwayensis (Azuma & Kurohara, 1967) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Nesiocypraea midwayensis a zo unan eus ar pevar spesad a vez renket er genad Nesiocypraea e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral-spontus a vev e mor Sina en dour don.
Taksonomiezh
kemmañDiskrivet eo bet ar spesad gant Azuma & Kurohara e 1967 [2].
Dont a ra an anv midwayensis eus inizi Midway dre fazi. Ne vev ket ar spesad el lec'h-se.
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Nesiocypraea midwayensis bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea midwayensis Azuma & Kurohara, 1967 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
Daou isspesad a zo bet diskrivet :
- Nesiocypraea midwayensis kontiki Lorenz, 2012
- Nesiocypraea midwayensis midwayensis Azuma & Kurohara, 1967
Bevoniezh
kemmañKregin ral-spontus int. Kavet e vezont draget er mor don etre 350 ha 550 m donder.
Ment
kemmañMentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 16 mm ha 22 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 12 mm gour pe ramz, betek 27 mm.
Gwelout ivez
kemmañNesiocypraea lisetae, Nesiocypraea teramachii, Nesiocypraea aenigma spesadoù all ar genad.
Kartenn al lec'hioù bevañ
kemmañLec'h bevañ ar spesad a zo er mor China.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 21 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=570526 (en)
- ↑ Azuma, M. and Kurohara, K. (1967). A new cowry collected off Midway Island. Venus 26: page(s): 2-3in WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 21 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=570526(en)