Nesiocypraea teramachii

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Nesiocypraea teramachii
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Nesiocypraea
Anv skiantel
Nesiocypraea teramachii
(Kuroda, 1938)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Nesiocypraea teramachii a zo unan eus ar pevar spesad a vez renket er genad Nesiocypraea e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral-tre a vev e div dachenn pell an eil diouzh eben e Kaledonia-Nevez hag etre Japan hag ar Filipinez er mor Sina.

Taksonomiezh

kemmañ

Diskrivet eo bet ar spesad gant Kuroda e 1938 [2].

Roet eo bet an anv teramachii en enor da Akibumi Teramachi, dastumer ha klasker war ar blotviled eus bro Japan.

Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Nesiocypraea aenigma bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea teramachii (Kuroda, 1938) hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
  • Erronea teramachii Kuroda, 1938 anv an diskrivaden hag anv aet da get

Tri isspesad a zo bet diskrivet :

  • isspesad Nesiocypraea teramachii neocaledonica Lorenz, 2002
  • isspesad Nesiocypraea teramachii polyphemus Lorenz, 2002
  • isspesad Nesiocypraea teramachii teramachii Kuroda, 1938)

Bevoniezh

kemmañ

Kregin ral-tre int. Kavet e vez al lodenn vrasañ anezho draget er mor don etre 150 ha 500 m donder.

Mentoù boutin ar c'hregin bras-se a zo etre 58 mm ha 70 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 45 mm gour pe ramz, betek 78 mm.

Gwelout ivez

kemmañ

Nesiocypraea midwayensis, Nesiocypraea lisetae, Nesiocypraea aenigma spesadoù all ar genad, hirasei ur spesad a vev nepell.

Kartenn al lec'hioù bevañ

kemmañ

Lec'h bevañ ar spesad a zo dasparzhet e div dachenn pell an eil diouzh eben e Kaledonia-Nevez hag etre Japan hag ar Filipinez er mor Sina.

Skeudennoù

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 21 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=396645(en)
  2. WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 21 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=395577(en)