Kan an Nibelunged
An Nibelungenlied (Krennalamaneg uhel : Der Nibelunge liet pe Der Nibelunge nôt), troet e Kan an Nibelunged, zo ur meurgan skrivet e-tro ar bloaz 1200 e krennalamaneg uhel. Ar varzhoneg disin-se a zeuas eus rannvro Passau. An Nibelungenlied zo diazezet war un hengoun dre gomz tennet eus gwengeloù harozel german gant tudennoù istorel eus ar Vvet hag ar VIvet kantved, ha skignet e voe dre an holl vroioù germanek. An istor a vez adkavet e Lec'hlenn gant ar c'hanoù harozel a zo en Edda hag e Saga ar Völsunged.
Rannet eo ar meurgan e div lodenn : el lodenn kentañ, Siegfried a zeu da Worms da c'houlenn dorn priñsez vurgund Kriemhild digant he breur ar roue Gunther. Hennezh a asant d'an eured gant ma vo roet harz da C'hunther gant Siegfried a-benn ober e wreg eus Brünhild, ar briñsez-vrezelerez. Siegfried a zeu a-benn hag a zimez gant Kriemhild, hogen Brünhild ha Kriemhild a dro da enebourezed, ma echuas gant muntrerezh Siegfried gant ar gwaz Hagen dre urzh Gunther. En eil lodenn, an intañvez Kriemhild zo priedet gant Etzel, roue an Huned. Diwezhatoc'h e ped he breur da weladenniñ rouantelezh Etzel gant ar soñj kaout he dial diouzh Hagen. An disoc'h a vo marv an holl Vurgunded hag a oa deuet e lez Etzel, dismantr ar rouantelezh ha marv Kriemhild zoken.
An Nibelungenlied a voe ar meurgan kentañ lakaet dre skrid er broioù alamanek. Ar varzhoneg a voe ankouaet goude 1500, hag adkavet e voe e 1755. Lesanvet "an Iliad alamanek", an Nibelungenlied a grogas da vout brudet en-dro evel ur meurgan broadel alaman. Ar varzhoneg a voe arveret da skeudenniñ ha difenn gweloù enep-demokratel, mirelour, pe mennozhioù nazi a-raok hag e-pad an Eil Brezel-bed. Daveoù ar c'han-mañ a vez kavet e labour Richard Wagner : Der Ring des Nibelungen, hag a zo levezonet kalz gant ar mammennoù eus an norseg. E 2009, eo bet enskrivet en UNESCO (Memory of the World Register) abalamour d'e dalvoudegezh istorel. Taolennet e vez evel "unan ag ar barzhonegoù galloudusañ e-touesk meurganoù german ar Grennamzer".
Embannadurioù
kemmañ- Karl Bartsch edition (Leipzig, 1870–80)
- Transcriptions of the main manuscripts (ABCndk)
- Die Nibelungen-Werkstatt
Liammoù diavaez
kemmañ- An holl zornskridoù (Handschriftencensus)
- Facsimile an dornskrid C
- Enrolladenn e krennc'hermaneg uhel