Nilgo


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Artiodactyla
Isurzhad : Ruminantia
Kerentiad : Bovidae
Iskerentiad : Bovinae
Genad : Boselaphus
Anv skiantel
Boselaphus tragocamelus
Pallas, 1766
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

An nilgo (Boselaphus tragocamelus) a zo ur bronneg daskirier hag a vev e Nepal, Pakistan hag India. Ar spesad nemetañ eo er genad Boselaphus.

Doareoù pennañ

kemmañ

Emañ an nilgo e-touez antilopenned brasañ Azia, betek 1.50 m ouzh an draen ha 2 m hirder e gorf. Etre 100 ha 250 kg eo e bouez.

Berr eo e vlevenn, gell-melen gant ar barez ha glas-gris gant ar par. Gell sklaer eo ar menn. Takadoù gwenn zo war e fas ha dindan e elgezh. Gant ar par ez eus ur guchennad vlev dindan an takad gwenn-se. Ur roudenn wenn zo ivez adalek e vruched betek e bavioù a-dreñv.

Daou gorn du ha lemm zo gant ar par.

Gouennañ

kemmañ

Bevañ a ra ar pared dispartiet diouzh ar parezed a-hed ar bloaz nemet da vare ar gouennañ (etre miz Kerzu ha miz Meurzh) pa en em vod strolladoù nilgoed gant ur par ha meur a barez.

Padout a ra an dougen war-dro 250 deiz ha ganet e vez ur menn pe zaou.

An oad gour a vez tizhet da 18 miz gant ar barez ha da 2,5 vloaz gant ar par.

Emzalc'h

kemmañ

Oberiant eo an nilgo diouzh an deiz, dreist-holl abred diouzh ar beure hag e fin an endervezh.

Skeudennoù

kemmañ