Nos ancêtres les Gaulois
Nos ancêtres les Gaulois ("Ar C'halianed, hon hendadoù") zo un droienn c'hallek implijet en XIXvet hag XXvet kantved da gelenn da vugale ar skolioù, e Bro-C'hall hag en hec'h impalaeriezh trevadennel, en Azia evel en Afrika, pe zoken en Amerika (e Gwiana pe en Antilhez), e oa ar C'halianed e oa o hendadoù. Kavet e veze an ideologiezh-se el levrioù istor implijet da vare an Trede Republik c'hall ha savet gant an istorour Ernest Lavisse (1842-1922).
E Breizh eo bet gwelet gant ar vroadelourien evel ur gaou bras savet da guzhat istor orinoù pobl Vreizh.
- Nos ancêtres les Gaulois zo meneget er ganaouenn Faut rigoler, gant ar c'haner gallek Henri Salvador (genidik eus Gwiana c'hall)[1]
Levrlennadur
kemmañ- (fr) François Reynaert. Nos ancêtres les Gaulois et autres fadaises. Paris : Le Livre de Poche, 2012 (ISBN 978-2-253-16282-7)