Organit
(Adkaset eus Organell)
An organitoù (pe organelloù) zo frammoù ispisializet er c'helligoù hag alies e vezont gronnet gant ur c'holoenn lipidek.
Dont a ra o anv eus ar mennozh e c'heller keñveriañ an organitoù er gellig ouzh an organoù er c'horf.
Liesseurt int e kelligoù an eukarioted.
An organitoù pennañ
kemmañ- An nukleüs (2) : Organit el lec'h m'emañ an TDN ha ma savet an TRN (treuzskrivadur) ;
- Ar ribozomoù (3) : Roll e sevel proteinoù (translasion) ;
- Ar c'hwezigelloù (pe vezikulennoù) (4) : Roll en treuzkas ;
- Ar retikulom endoplasmek (5) hag (8) : Roll e sevel proteinoù pe lipidoù ;
- Benveg Golgi (6) : Roll e treuzfurmiñ proteinoù hag ermaeziañ produioù ar gellig ;
- Ar mitokondrioù (9) : produiñ energiezh ;
- Ar vakuolennoù (10) ;
- Ar c'hloroplastoù : Roll er fotosintezenn (plant) ;
- Al lizozomoù (12) : Roll e diframmañ molekulennoù bras.
|}