Père Fouettard
Ar Père Fouettard (/pɛʁ fwɛ.taʁ/ e galleg) zo un dudenn eus mojenn c'hallek Sant Nikolaz; Père Lapouque a vez lavaret anezhañ e Normandi[1]. E gevatal a gaver e yezhoù all pe broioù all : Hans Trapp, en elzaseg, Zwarte Piet en Izelvroioù hag e Flandrez, Knecht Ruprecht e Norzhalamagn, Houseker e Lusembourg, Klaubauf e Bavaria hag Aostria, Belsnickel pe Pelznickel e mervent Alamagn, Schmutzli e Suis, ha re all c'hoazh.
Un dudenn hirisus hag a ambroug Sant Nikolaz e-kerzh e droiou er familhoù, d'ar 6 a viz Kerzu, pe diouzh an abardaez. E-keit ma vez Sant Nikolaz o reiñ profoùigoù d'ar vugale fur e vez ar Père Fouettard o reiñ taolioù skourjez d'ar gañfarded a zo bet disent. E lec'hioù 'zo eus Belgia e vez digaset kargadoù glaou pe beterabez sukret gantañ.
Gwisket gant kroc'hen loened, gant ur varv hir, un dremm teñval ha blev gouez dezhañ, alies e vez gantañ ur skourjez pe un tamm branken (?). Gourdrouz a ra ar vugale bet disentus pe ar re a zinac'h dibunañ c'hwek o fedennoù, spontañ a ra anezho o lakaat da grediñ o c'haso gantañ en ur seurt panerad war e gein. Alies e vez liammet anezhañ gant an trouz kreñv, gant ar skourjez o strakal, pe chadennoù o wigoural, e-touez e vitrakoù. Gant e votoù-koad ledan e skrab trouzus al leur en ur vont war-raok. Hervez ar vojenn, eo e 1737 e bro Hanau Lichtenberg e teuas war wel evit ar wech kentañ un oristal a zen hag e voe graet anv eus ar marichal Yann an Dratt (Hans von Trotha) unan kriz ha gwadek, a spourone an dud en-dro dezhañ. En e gastell e Berwarstein, e-tal kichen Wissembourg e laere o taosañ war o zremen, arc'hant ar veajourien ha kouerien. Ken spontus e oa en o c'heñver m'eo chomet kreñv an eñvor anezhañ, hag eo deuet da vout ar Père Fouettard. Anavezet e oa er vroad a-bezh hag en tu-hont. Evit ul lod all e c'hellfe dont al lesanv eus an trouz "trappen", graet gant roud e dreid evit argas ar speredoù fall.
Jules Hoche a skrivas e 1897 a-zivout Hans Trapp : "E-tal-kichen Christkind (ar Mabig Jezuz), e enkorf, eñ, ur seurt Lusifer, kannad an diaoul, ha na gomz nemet elzaseg."