Ar PPSh-41 (rusianeg: Пистоле́т-пулемёт Шпа́гина, tr. Pistolét-pulemyót Shpágina-41, brezhoneg: "pistolenn-vindrailher Shpagin-41") a zo ur bistolenn-vindrailher soviedel dezhi ur c'halibr 7,62 × 25 mm Tokarev. Savet e oa bet gant an ijinour Georgy Shpagin.

PPSh-41
Skeudenn ar pennad PPSh-41

Ur PPSh-41 dezhi ur c'harger ront 71 kartouchenn
Kinnig
Bro URSS
Mont en-dro Pistolenn-vindrailher damaotomatek / aotomatek
Munision 7,62 × 25 mm Tokarev
Mare produiñ 1941–1947
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 3,64 kg
Mas (gant ur c'harger ront leun) 5,5 kg
Hirder 838 mm
Hirder ar c'hanol 266 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 100 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 500 m/s
Lusk-tennañ 900 t/mn
Endalc'h Karger eeun 35 kartouchenn pe karger ront 71 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A
 
Soudard soviedel gantañ ur PPSh-41 o kas ur prizoniad alaman goude emgann Stalingrad (1943).

Efedus e oa bet ar bistolenn-vindrailher Suomi KP 31 etre daouarn ar soudarded finn a-enep d'ar Soviediz e-kerzh ar Brezel Goañv. Diwar neuze e tivizas an Arme Ruz modernizaat he armoù ha ledanaat implij ar pistolennoù-mindrailher PPD 38 ha PPD 40 deveret anezhi. An ijinour Georgy Shapkin a simplas he froduiñ o tegas teknik ar stampañ evit produiñ pezhioù zo. Ar c'hanol a voe simplaet ivez : ur stumm troc'het dre an hanter eus kanolioù ar fuzuilhoù Mosin-Nagant 91/30 e oa. Dre se e voe kinniget e dibenn 1940 ar bistolenn nevez. Produet e voe adalek ar bloaz war-lerc'h dindan an anv PPSh-41.[1]

 
Kabiten ar Wehrmacht Wilhelm Traub armet gant ur PPSh-41 e-kerzh Emgann Stalingrad en diskar-amzer 1942. Ar soudarded alaman a gave gwell implij an arm-se evit an MP40

Ledan eo bet implij ar PPSh-41 e-kerzh an Eil Brezel-bed ha Brezel Korea. Deuet e oa da vezañ unan eus an armoù implijetañ gant al Lu Ruz evit an droadegiezh e-pad an Eil brezel-bed, ar pezh a lakaas anezhañ da vezañ produet da ouzhpenn 5 milion a skouerennoù etre 1941 ha 1946[2]. Ar soudarded a gave gwellloc'h ober gant ar c'harger ront 71 kartouchenn evit gant an hini eeun 35 kartouchenn. Fiziapl e oa ar PPSh-41 ne vern an temperadur ha liv an amzer. Priziet e veze da vare an emgannoù-kêr evel hini Stalingrad[3]. Roet e voe ivez d'ar siviled da vare seziz Leningrad evit difenn ar gêr. Eno e voe produet e-pad ar sez ar PPSh-42, ur stumm deveret anezhi. Harzlammet e voe kalz skouerennoù eus ar PPSh-41 d'ar bartizaned soviedel a stourme a-dreñv d'al linennoù alaman.[1]

Kalz skouerennoù a voe tapet gant an Alamaned e deroù ar brezel. Adanvet e voent MP 717 (r) e anvadurezh ar Wehrmacht. Implijet int bet gant kartouchennoù 7,63 × 25 mm Mauser a oa tost-tre o ment eus hini munisionoù orin ar PPSh-41. Lod eus an armoù tapet a zo bet adkambret e 9 mm Parabellum.[1]

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 1,1 ha1,2 (fr) LONASSAC, Le pistolet-mitrailleur PPSh-41, Cibles n°468, miz Even 2024, pp. 64-69
  2. (en) Hervez pajenn an arm war lec'hienn ar Royal Museums Greenwich, (lennet d'an 31/01/2024)
  3. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p.216
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan