Passendale
Passendale en izelvroeg, Passchendoale e flandrezeg kornôgel, zo ur ranngumun e Flandrez Belgia e rannvro Westhoek hag e proviñs Kornôg-Flandrez. Ur gumun e oa gwechall ; gant lezenn 1977 eo bet lakaet e kumun Zonnebeke.
Passendale
Stad | Belgia |
---|---|
E tiriad | Zonnebeke |
Daveennoù douaroniel | 50°54′1″N 3°1′14″E |
Kod-post | 8980 |
Kod pellgomz an takad | 051-057 |
-
Lec'hiadur e Zonnebeke
Istor
kemmañ
|
Douaroniezh
kemmañ- Gorread : 22,22 km²
- Poblañs (2020) : 3 088 a dud
- Stankter : 139 den/km²
Monumantoù ha traoù heverk
kemmañ-
Iliz katolik Sint Audomarus
-
Ar monumant kanadian e Crest Farm el lec'h bet tapet gant ar 72nd Battalion (Seaforths) Canadian Expeditionary Force (CEF), hag ar gêriadenn
Beredoù ar C'hommonwealth
kemmañ- Tyne Cot Cemetery
- Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo, an hini vrasañ a-douez beredoù brezel ar C'hommonwealth er bed a-bezh. Implijet e voe adalek an 6 a viz Here 1917 betek dibenn Meurzh 1918. Douaret e voe enni 343 soudard eus Lu ar Rouantelezh Unanet ha Lu Kanada. Tapet e voe ar vered hag ar gêriadenn gant an Alamaned e miz Ebrel 1918, a-raok bout adkemeret gant Lu Belgia d'an 28 a viz Gwenholon 1918. Goude an arsav-brezel e voe degaset enni ur bern korfoù soudarded kemeret e beredoù bihan ag ar vro tro-dro[1].
|
- Passchendaele New British Cemetery
- Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Savet eo bet goude an arsav-brezel. Degaset e voe enni ur bern korfoù soudarded marvet en emgannoù e Passendale hag e Langemark. Dianav eo chomet tro 1 600 anezhe[2].
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
Afrika ar Su | 3 |
Aostralia | 292 |
Kanada | 651 |
Rouantelezh-Unanet | 1 026 |
Zeland-Nevez | 126 |
Hollad | 2 098 (pe 2 101) |