Paulus Orosius a oa un istorour kristen eus ar Vvet kantved.

Ganet e oa bet e Tarraco, marteze, e Katalonia, pe e Braga e Gallaecia, e fin ar IVvet kantved (war dro 375-380) hag aet d'an Anaon war dro 420.

Diskibl e oa da sant Aogustin ha da sant Jerom

Skrivet en deus :

  • Apologeticus de arbitrii libertate, a-enep Sant Pelagius.
  • Historiarum adversus paganos, eus Adam da +316

Embannet e oa bet en Augsburg, e 1471, hag e Leiden, e 1738.

E galleg, gant Cl. de Seyssel, e 1491;

E saozneg, gant Alfred Veur, embannet e Londrez, 1773

Levrlennadur

kemmañ
  • M.-N. Bouillet : Dictionnaire Universel d'Histoire et de Géographie. L. Hachette et Cie. Paris. 1863
  • Yves Janvier : La Géographie d'Orose. Belles Lettres. Paris. 1982