Saola
(Adkaset eus Pseudoryx)
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Artiodactyla | ||
Isurzhad : | Ruminantia | ||
Kerentiad : | Bovidae | ||
Iskerentiad : | Bovinae | ||
Genad : | Pseudoryx | ||
Anv skiantel | |||
Pseudoryx nghetinhensis Dung, Giao, Chinh, Touc, Arctander & MacKinnon, 1993 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar saola (Pseudoryx nghetinhensis) a zo ur bronneg daskirier hag a vev e rannvroioù meneziek e Laos ha Vietnam. N'ouzer ket kalz a dra diwar e benn evit poent rak n'eus ket kalz anezho en natur ha ne vev ket pelloc'h eget 5 miz er mirvaoù. Ar spesad nemetañ eo er genad Pseudoryx.
Doareoù pennañ
kemmañEtre 80 ha 100 kg eo e bouez ha 1,50 m hirder e gorf. Gell eo e vlevenn, gant ur roudenn zu war e gein ha takadoù gwenn war e fas. Kerniel zo gant ar par koulz ha gant ar barez.
Gouennañ
kemmañWar a seblant e vefe koulz ar parañ etre miz Eost ha miz Du. Ur menn a vefe ganet bewech.