Raymonde de Laroche

Élisa Deroche, lesanvet baronez Raymonde de Laroche (Pariz, 26 a viz Eost 1882Le Crotoy, 18 a viz Gouere 1919) e voe ar vaouez kentañ er bed o tapout he breved levierez nijerezed.


E miz Eost 1909
Ganedigezh Élisa Léontine Deroche
22 Eost 1882
Pariz
Marv 18 Gouere 1919
Le Crotoy
Broadelezh  Gall

Micher Levierez
Breved Niv. 36, 08/03/1910

Merc'h Charles-François Deroche ha Christine Calydon Gaillard e oa Élise. Goude he studioù e voulc'has ur respet aktourez er c'hoariva, ma kemeras al lesanv, evel ma oa ar c'hiz e metoù aktourezed ar mare : baronnne Raymonde de Laroche ; kizellerez, livourez ha bleinerez herrgirri e voe ivez.

E deroù an XXvet kantved e kejas ouzh an diaraoger en nijerezh Charles Voisin (18821912), a roas kentelioù leviañ dezhi ; adalek an 22 a viz Here 1909 e voe lezet da nijal en he unan. An eil maouez er bed o leviañ en he unan e voe Raymonde de Laroche, pa oa bet Thérèse Peltier en he raok e 1908, hag an hini gentañ o tapout he breved leviañ d'an 8 a viz Meurzh 1910, pa voe deroet dezhi an diplom niverenn 36 gant an Aéro-Club de France a-berzh ar Fédération Aéronautique Internationale (FAI), goude un nijadenn a-hed 20 kilometr[1],[2].

Diouzhtu goude he breved e kemeras perzh e nijadegoù e Bro-C'hall hag en estrenvro : e Sankt-Peterbourg d'ar 16 a viz Mae e nijas e-pad 23 munutenn hag e pignas betek 200 m a-raok pradañ dirak an tsar Nikolaz II ; ken bamet e voe hennezh ma deroas dezhi medalenn Urzh Santez-Anna (rusianeg : Орден Cвятой Анны, Orden Svyatoy Anny), alese he brud en nijadegoù, ma kendalc'has da nijal pelloc'h hag uheloc'h.
D'ar 6 a viz Gouere, e Reims, e voe sac'het keflusker he nijerez Voisin, a gouezhas a-greiz nijal ; bruzhunet e voe an nijerez hag he levierez : 18 tort, en o zouez he brec'h kleiz, he gar dehoù hag he lestr[3]. Goude un hir a ziglañvadur ha marv he mignon ar saver kirri-nij Charles Voisin d'ar 26 a viz Gwengolo 1912 en ur gwallzarvoud karr-tan e levias a-nevez adalek miz Du ar bloaz-se, ha d'ar 25 a viz Du 1913 ez eas ar Gib Fémina ganti goude un nijadenn 323 km[4]. Mennet e oa da c'hounez ar Gib 1914, met tarzhañ a reas ar Brezel-bed kentañ d'an 28 a viz Gouere.

Goude an arsav-brezel e miz Du 1918 ha daoust da walloù en he buhez prevez – marv he fried war an talbenn ha marv he mab diwar ar grip spagnol – e tistroas d'an oabl. Da c'hortoz Kib Fémina 1919 e klaskas tapout rekord an uhelder war bourzh un nijerez Caudron G3. D'ar 7 a viz Mezheven ez eas ar maout ganti en Issy-les-Moulineaux (departamant an Hauts-de-Seine hiziv) gant 3 962 m, hogen tri devezh diwezhatoc'h e pignas an Amerikanez Ruth Law Oliver (18871970) betek 4 481 m ; d'an 12 avat e tizhas Raymonde de Laroche 4 800 m, alese he eil lesanv : Uhelañ Maouez ar Bed.
Goude ar gur-se ez eas ar varonez betek Le Crotoy evit prientiñ ar Gib Fémina ; eno, d'an 18 a viz Gouere 1919, p'edo-hi azezet en un nijerez kentpatrom e-kichen al levier, hennezh a voulc'has ul looping pa oa re izel an ardivink, ha lazhet e voe an daou zen.

Un timbr en he enor a voe embannet e Bro-C'hall e 2010[5].

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr) COLIN, Fabrice: En moi le ciel et la terre, Seuil, 2024 (ISBN 978-2-02-150308-1)
  • (fr) MARCK, Bernard : Elles ont conquis le ciel – 100 femmes qui ont fait l'histoire de l'aviation et de l'espace, Arthaud, 2009 (ISBN 978-2-7003-0121-2)
  • (fr) MARCK, Bernard : Histoire de l'aviation, Flammarion, 2012 (ISBN 978-2-08-128010-6)
  • (en) LEBOW, Eileen F. : Before Amelia – Women Pilots in the Early Days of Aviation, Potomac Books, 2003 (ISBN 978-1-57488-532-3)

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ