Republik Poblel Tannou Touva

Ur Republik Soviedel verrbad e oa Republik Poblel Tannou Touva (ruseg : Тувинская Народная Республика), bet krouet e 1921 war takad ez-Touva (anvet ivez Uryanc'hayskiy Krai) hag aet da get e 1944.

Тыва Арат Республик
Republik Poblel Tannou Touva
Stad-heulier
← Sina 19211944 URSS →

Banniel Ardamezioù

Kan broadel
Тооруктуг долгай таңдым[1]
("Leun a avaloù-pin eo ar goadeg")


Lec'hiadur Tannou Touva e 1936
Kêr-benn Kyzyl

Gouarnamant Republik varksour-leninour
unstrollladel sokialour

Maread istorel
• Dizalc'hiezh
disklêriet
• Destagadur
Etrebrezel – Eil Brezel-bed
14 Eost 1921

11 Here 1944

Gorread
1944

170 500 km²
Poblañs
1944

95 400 ann.

Yezhoù Touvaeg
Rusianeg
Mongoleg

Relijionoù Boudaegezh Tibet
Chamaniezh
Reizhkredennourien Gozh
Iliz Ortodoks

Moneiz Akşa tuvanat

Trec'h e oa bet an Arme Ruz war Douva e miz Genver 1920 ha addisklêriet e oa bet emrenerezh Touva.

D'ar 14 a viz Eost 1921 e voe krouet gant ar Volcheviked ur Republik Poblel anvet Tannou Touva hag a badas betek 1926.

E Belotsarsk (ruseg: Белоцарск) e voe staliet ar gêr-benn, deuet da vezañ adanvet Kyzyl ("Ruz" er yezhoù turkek ; kirillek : 'Кызыл').

Sinet e voe ur feur-emglev etre an Unaniezh Soviedel ha Republik Poblel Mongolia e 1926 o kadarnaat statud emren Tannou Touva.

Donduk Kuular e voe Pennmaodiern kentañ Touva, ha gantañ e voe lakaet ar voudaegezh da relijion ofisiel ar Republik. Klask a reas ivez herzel ouzh ar Rusianed da vont d'en em staliañ er vro o kas gante eno propaganda soviedel en ur glask stardañ liammoù gant Mongolia. Muioc'h-mui e tisplije an emzalc'h -se da Rusia hag a-benn ar fin e voe harzet ha barmet Kuular d'ar marv e 1929.

Bilhed 1 Akşa (1940)

E 1930 e voe dilennet gant Rusia pemp ezel eus Skol-Veur Gomunour Labourerion ar Reter (KTUV) da vezañ komiserion dreistordinal. Feal-tre e oant e-keñver Stalin ha naetaet e voe gante Strollad Komunour Touva dre skarzhañ un drederenn eus e izili. Kaset e voe war-raok ivez ar politikerezh kenstrollañ ha mac'het e voe war ar voudaegezh hag ar chamanegezh o klask stourm enep ar relijion.

E 1932 e voe anvet unan eus ar gomiserion, Solchak Toka e anv, da Sekretour-Meur Strollad Dispac'hel Pobl Tuva ha menel a reas-eñ e penn ar vro betek e varv e 1973.

D'an 11 a viz Here 1944 e voe asantet gant breujoù Touva (ar C'houral bihan) stagañ ouzh an Unaniezh Soviedel evel Oblast Emren Touva.

Anvet e voe Soltchak Toka da Bennsekretour Strollad Komunour Touva ha dont a reas er vro da vezañ ur republik emren anvet Republik Sokialour Soviedel Emren (RSSE) Touva e diabarzh RSKS Rusia) adalek an 10 a viz Here 1961 betek 1992.

Bremañ eo deuet ar Republik Poblel da vezañ ur rann eus Kevread Rusia gant an anv "Republik Touva".

Burutellet eo bet adstaliañ emrenerezh Touva adarre met betek-henn n'eo ket bet lakaet e pleustr, dreist-holl abalamour da bouez ekonomiezh Rusia er vro hag ivez peogwir ez eus meur a hini a-orin rusian a vevañ eno, daoust ha m'emañ an darn vrasañ eus ar boblañs a-orin touvek (war-dro 75%)

Notennoù

kemmañ
  1. (en) MINAHAN James B. : The Complete Guide to National Symbols and Emblems, Greenwood, 2009 (ISBN 978-0-313-34500-5)