Republik Sokialour Soviedel Lituania-ha-Bielorusia
Ur Republik Soviedel berrbad e oa Republik Sokialour Soviedel Lithuania-ha-Bielorusia (lituaneg: Lietuvos-Baltarusijos Tarybinė Socialistinė Respublika; byelaruseg: Літоўска-Беларуская Савецкая Сацыялістычная Рэспубліка; ruseg: Литовско-Белорусская ССР) bet krouet e 1919 war un takad ennañ bremañ Byelarus ha reter Lituania. Padout a reas ar Republik ur seizh miz bennaket a-raok ma oa bet staget lodenn korñôg an takad ouzh Polonia.
Istor Belarus | |
---|---|
Slaved ar Reter | (Vvet-IXvet) |
Rous Kyiv | (IXvet-XIvet) |
Tiernelezh Polatsk | (XIvet-1242) |
Dugelezh Veur Lituania | (1242-1569) |
Republik an Div Vroad | (1569-1772) |
Impalaeriezh Rusia | (1772-1918) |
Republik poblek Belarus | (1918-1919) |
RSS Bielorusia (LBSSR) | (1919-1991) |
Republik Belarus | (1991-2024) |
Tec'hel a reas an Alamaned ac'halesont e miz Kerzu 1918 ha d'ar 21 a viz Genver 1919 e oa disklêriet RSS Bielorusia, staget war-lerc'h ouzh was declared, which in combination with the RSS Lituanian ha diwar unvaniezh an div republik-se e oa bet savet Republik Sokialour Soviedel Lituania-ha-Bielorusia (diverraet Litbel) d'ar 27 a viz C'hweverer 1919.
E penn ar Republik e oa Kazimir Tsic'hhovskiy ha Vintsas Mitskyavitchous-Kapsoukas.
Er penn-kentañ e oa bet lec'hiet kêrbenn ar Republik e Vilna (pe Vilnius). E miz Ebrel e oa bet dilec'hiet betek Minsk pa oa bet trec'h Arme Polonia war ar gêr-se e penn-kentañ ar brezel etre an Unaniezh Soviedel ha Polonia, ka kaste e oa bet a-benn ar fin da Smolensk e miz Ebrel 1919.
Nullet e oa bet RSS Lituania-ha-Bielorusia d'ar 25 a viz Eost 1919 ur wezh ma oa bet trec'h war an holl takad-se armeoù Polonia, an Entente, Lituania hag Alamagn.
E 1920 e oa bet staget ur rann eus Byelarus ouzh Polonia keit ha m'ac'h eas ul lodenn all da sevel Republik Sokialour Soviedel Bielorusia.