Belarus
Belarus (belaruseg: Беларусь, lizherenneg latin ispisial Łacinka: Biełaruś; ruseg: Беларусь, Белору́ссия), pe Rusia wenn gwechall (un droidigezh eus an anv), ent-hir Republik Belarus, a zo ur vro eus reter Europa. Harzoù he deus gant Rusia war-du ar reter, gant Polonia war-du ar c'hornôg, gant Ukraina, war-du ar su, gant Lituania ha Latvia war-du an norzh. Minsk eo he c'hêr-benn. Ar c'hêrioù pennañ arall a zo Brest, Grodno, Gomel, Mahilioŭ, Vitebsk ha Bobruisk. Unan eus an div vro tizher ar muiañ gant Gwallzarvoud Tchernobil eo.
Рэспубліка Беларусь Республика Беларусь Republik Belarus | |||||
| |||||
Ger-stur : Ar stad evit ar bobl | |||||
Kan broadel: Мы, беларусы ("Ni, Byelarused") | |||||
Kêr-benn (ha kêr vrasañ) |
Minsk | ||||
Yezh(où) ofisiel | Belaruseg Ruseg | ||||
---|---|---|---|---|---|
Gouarnamant | Republik | ||||
- Prezidant | Alyaksandr Loukachenka (Аляксандр Лукашэнка) | ||||
- Kentañ Ministr | Roman Golovchenko (Раман Галоўчэнка) | ||||
Gorread | |||||
- Hollad | 207,600 km² (85) | ||||
- Dour (%) | dister | ||||
Poblañs | |||||
- niveradeg 2012 | 9,463,000 | ||||
- Stankter | 45,6/km² (142) | ||||
PDK (PGP) | 2010 (istimadur) | ||||
- Hollad | $131,201 miliard (64) | ||||
- Keidenn | $13 909 (78) | ||||
FDD (2004) | 0.794 (kreiz) (67) | ||||
Moneiz | Roubl Belarusat (BYR )
| ||||
Gwerzhid-eur | (UTC) | ||||
Kod kenrouedad | .бел .by | ||||
Kod pellgomz | +375 |
Melestradur
kemmañUn aozadur melestradurel eus ar marevezh soviedel he deus miret Belarus. Disrannet eo he zachenn e c'hwec'h proviñs ("voblasts") hag a denn o anv eus o c'hreizenn velestradurel. Ur statud ispisial he deus kêr Minsk ha n'emañ e proviñs ebet. E raionoù e vez disrannet ar proviñsoù. Kuzulioù ar raionoù a vez dilennet gant o annezidi met gant ar broviñs e vez anvet o galloud ober. Ar memes tra zo gwir evit ar proviñsoù a zo dilennet o farlamant tra ma vez dilennet o galloud-ober gant ar gouarnamant.
Roll proviñsoù Belarus
kemmañ- Minsk (kêr-benn)
- Voblast Brest (Brest)
- Voblast Homiel (Homyel)
- Voblast Hrodna (Hrodna)
- Voblast Mahilyow (Mahilioŭ)
- Voblast Minsk (Minsk)
- Voblast Vitsebsk (Vitsebsk)
Liammoù diavaez
kemmañ
Mediaoù
kemmañLec'hiennoù ofisiel
kemmañArmenia • Azerbaidjan • Belarus • Kazac'hstan • Kirgizstan • Moldova • Ouzbekistan • Rusia • Tadjikistan
Stad kevreet: Turkmenistan