Rhodri Mawr
Rhodri Mawr (Rhodri Veur e brezhoneg), pe Rhodri ap Merfyn, ganet war-dro 820 ha marvet e 878, a oa roue e Gwynedd, e Kembre an IXvet kantved.
Mab e oa da Merfyn Frych, roue Gwynedd ha da Nest ferch Cadell, merc'h roue Powys. Eñ an hini kentañ a deuas a-benn da vout roue en darn vrasañ eus Kembre.
Roue e teuas da vout pa varvas e dad, Merfyn Frych, e 844.
Pa varvas e eontr Cyngen, roue Powys, e-kerzh e droiad pirc'hirinañ da Roma e 855, e tegouezhas e rouantelezh etre daouarn e niz. E 872 en em veuzas Gwgon ap Meurig, roue Ceredigion ha Seisyllwg. Dont a reas e rouantelezh da Rhodri ivez dre e zimeziñ da Angharad, c'hoar Gwgon.
Ha sede penaos e teuas da vout roue en darn vrasañ eus Kembre.
BrezelioùAozañ
Bec'h en doe Rhodri gant ar Saozon ha gant an Daned a argadas Mon, hervez kronik Brut y Tywysogion, e 854. E 856 e voe trec'h d'an Daned hag e lazhas o fenngadour gan ladd Gorm (a-wechoù Horm).
E 877 en em gannas Rhodri a-enep an Daned, met ret e voe dezhaén tec'hel da Iwerzhon. Pa zistroas a-benn bloaz e voe lavaret dezhañ e oa bet lazhet e vab Gwriad gant ar Saozon, met n'ouzer ket hiroc'h.
LennegezhAozañ
Div varzhoneg zo bet skrivet gant Sedulius Scotus e lez Karl Voal, roue Frankia ar C'hornôg, da ganañ meuleudi da "Roricus", trec'h war wazed Lec'hlen.
MibienAozañ
Daouzek bugel en doa Rhodri, hag an tri mab-mañ en o zouez :
- Anarawd ap Rhodri, a voe roue Gwynedd;
- Cadell ap Rhodri, a aloubas Dyfed, a voe staget ouzh Seisyllwg gant Hywel Dda, mab-bihan Rhodri, hag a zeuas da vout Deheubarth.
- Merfyn ap Rhodri, a voe roue Powys.
E-touez e verc'hed:
LevrlennadurAozañ
- John Edward Lloyd, A history of Wales: from the earliest times to the Edwardian conquest(Longmans, Green & Co, 1911)
- Ceinwen H. Thomas, "Rhodri Mawr", e-barzh Ein Tywysogion (1954)
En e raok: Merfyn Frych ap Gwriad |
Roue Gwynedd 844 – 878 |
War e lerc'h: Anarawd ap Rhodri |