Rodrigo Díaz de Vivar, lesanvet El Cid (Vivar del Cid, Burgos?, war-dro 1048 - Valencia, 1099), a oa ur marc'heg kristen eus Kastilha hag a vrezelekaas ouzh ar vuzulmaned. Kemer a eure kêr València ha sevel enni un aotrouniezh e 1094, a chomas en he sav betek e varv ma c'hallas he legadiñ d'e bried Jimena Díaz, ha hi he dalc'has neuze betek 1102, pa voe adkemeret gant ar vuzulmaned.

Delwenn d'El Cid, e kêr Burgos, e Kastilha
Ramzed el Cid ha Jimena, en festoù Burgos
Un armiger regis el Libro de los testamentos, c. 1118

Ar Cid zo anezhañ ur brezelour hag a gemeras perzh er Reconquista, ha war un dro un haroz mojennel en deus awenet ar pouezusañ meurgan spagnolek, Cantar de mio Cid. Anavezet eo evel "el Campeador" (Campidoctor e latin), da lavarout eo an den a ouie en em gannañ war ar maez, hag "el Cid" (eus ar ger arabek rannyezhel سيد sīdi, "aotrou"). En e vev e oa anavezet evel Campeador, evel a lenner en ur skrid eus 1098, sinet gantañ e-unan, pa skriv « ego Rudericus Campidoctor ». En dihelloù arabek eus an XIvet kantved hag eus deroù an XIIvet kanted, ez eo anvet الكنبيطور alkanbīṭūr pe القنبيطور alqanbīṭūr, pe Rudriq, Ludriq al-Kanbiyatur, al-Qanbiyatur ("Rodrigo el Campeador").

Lesanvet e voe Cid (un anv roet da bennoù-brezel kristen all) goude ma kreded e c'halle bezañ anvet evel-se abaoe ar skoazell roet da roue taifa Zaragoza etre 1081 ha 1086, adalek ma kemeras kêr Valencia e 1094, met an anv a lenner dija (evel Meo Çidi) er Poema de Almería savet etre 1147 ha 1149.

Buhez kemmañ

Ganet e oa Rodrigo Díaz war-dro kreiz an XIvet kantved, e 1041 hervez Ramon Menéndez Pidal ha 1057 gouez da Ubieto Arteta, met hiriv e kred an darn vrasañ e oa entre 1045 ha 1050 ; hervez Martínez Diez e vefe e 1048.

Ganet e vefe en Vivar del Cid, 10 km eus Burgos, hervez a gonted, met diouer a skridoù zo, ha kentañ roud a gaver eus un darempred etre Vivar hag el Cid a oa war-dro 1200, er varzhoneg Cantar de mio Cid  ha kentañ meneg splann eus ganedigezh el Cid en Vivar a zo eus ar XIVvet kantved, e Mocedades de Rodrigo.

Yaouankiz kemmañ

Rodrigo Díaz a grogas da servij ar yaouer Sancho, ma kreder e c'halle bezañ bet armígero regio, pe spatharius regis, da lavarout eo skoedour el lidoù ma ranke dougen kleze ha skoed e aotrou. En dihelloù eus amzer Alfonso VI, e 1103, e oa meneget evel arma gerens post regem ("an hini a zoug an armoù a-drek ar roue").

Lennegezh kemmañ

Awenet en deus meur a oberenn lennegel e meur a vro.

Notennoù kemmañ



 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.