Romañcheg

yezh
(Adkaset eus Romañchek)

Ar romañcheg zo ur yezh romanek eus skourr ar yezhoù retoromanek. Kar eo d' al ladineg (komzet e Su Tirol, Trentino ha Veneto) ha d'ar friouleg (komzet e Frioul). Ur statud ofisiel zo gantañ e kanton Grischun, e Suis.

Romañcheg
(Rumantsch)
Perzhioù
Komzet e : Suis
Rannved : Grischun
Komzet gant : 60 816 (2000)
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù Indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Suis
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 rm
ISO 639-2 roh
ISO 639-3
Kod SIL ROH
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

War digresk eo bet niver ar romañchegerien abaoe pell, ken m'emañ ar yezh en arvar da vont da get, daoust dezhi bezañ anavezet evel unan eus yezhoù broadel Suis e 1938.

Pemp rannyezh zo:

  • ar sursilvan (13 879 mammyezher),
  • ar sutsilvan (571 mammyezher)
  • ar surmiran (2 085 mammyezher)
  • ar puter (2 343 mammyezher)
  • ar vallader (5 138 mammyezher)

Liammoù diavaezAozañ