Robert Omnes
(Adkaset eus Roparz Omnes)
Robert Omnes pe Roparz Omnes (26 C'hwevrer 1930 e Dinan - 22 Mezheven 2010 e Ploveilh) a voe kelenner skol-veur ha maer Ploveilh.
Robert Omnes
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv ganedigezh | Robert Yves Albert Ernest Omnes |
Anv-bihan | Robert |
Anv-familh | Omnès |
Deiziad ganedigezh | 26 C'hwe 1930 |
Lec'h ganedigezh | Dinan |
Deiziad ar marv | 22 Mez 2010 |
Lec'h ar marv | Ploneour-Lanwern |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | politiker, kelenner |
Implijer | skol-veur Breizh-Izel |
Karg | maer Ploveilh |
Bet war ar studi e | skol-veur Breizh-Izel, Skol-Veur Roazhon |
Diplom skol-veur | doktorelezh |
Rener tezenn | Philippe Cahuzac |
Bet studier da | Philippe Cahuzac |
Ezel eus | Kendalc'h |
Maer Ploveilh e voe e-pad 30 vloaz, etre 1965 ha 1995. Kelenner spagnoleg e oa, e Skol-veur Breizh-Izel ha troet e oa gant ar brezhoneg ha gant istor ar vro. Bez' e voe unan eus ar vaered kentañ o lakaat panelloù brezhonek en e gumun, e 1968. E-pad e respet maer ivez e voe roet bod d'ur skol Diwan e Ploveilh. E penn ar c'hengevread Kendalc'h e voe eus 1961 da 1964. Hag e penn ar poellgor Breizh-Galiza e voe ivez etre 1982 ha 2000. Roet e voe kolier an Erminig dezhañ abalamour d'e obererezh, e 2002.