Rouantelezh Naplez
Rouantelezh Naplez zo ur rouantelezh a zo bet e kreisteiz Italia hag a voe unanet ouzh Rouantelezh Italia e 1861.
Meur a wech e voe stag ouzh rouantelezh Sikilia hag anvet a-wechoù Rouantelezh an Div Sikilia.
Deiziad krouiñ | 30 Meu 1282 |
---|---|
Anv annezidi | napolitano, napolitana, itáliai |
Den e penn an aozadur | King of Naples |
Kevandir | Europa |
Kêr-benn | Napoli |
Daveennoù douaroniel | 40°49′48″N 14°15′0″E |
Renad politikel | monarkiezh hollveliek |
Office held by head of state | King of Naples |
Moneiz | Neapolitan piastra, Neapolitan lira |
Perc'henn war | Ospedale L'Albergo Reale dei Poveri |
Heuliet gant | Rouantelezh an Div Sikilia, Rouantelezh Naplez (1805-1815) |
Yezh implijet | galleg, italianeg |
Deiziad divodañ | 12 Kzu 1816 |
Relijion ofisiel | Iliz katolik roman |
Istor
kemmañXIXvet kantved
kemmañMont a reas Rouantelezh an Div Sikilia, ma rene Ferdinando IV Naplez, a-du gant an Trede Kenunaniezh a-enep Napoleone Buonaparte e 1805.
En 1806, goude emgann Austerlitz, hag emgann Campo Tenese, e voe krouet ur Rouantelezh Naplez ofisiel gant Napoleone Buonaparte evit e vreur Giuseppe Buonaparte. Tec'hel a rankas ar roue Ferdinando da Sikilia ma chomas roue.
Daou vloaz goude, e 1808, e kasas Napoleon e vreur Giuseppe da ren da Spagn. Neuze e voe fiziet ar rouantelezh en e vreur-kaer Joachim Murat, dimezet da Carolina Buonaparte. Klask a reas Murat aloubiñ Sikilia meur a wech, met tro wenn a reas bep tro. Difennet e oa an enez gant ar morlu saoz.
Goude faezhadenn Napoleon e 1814 e sinas Murat un emglev gant Aostria evit mirout e rouantelezh , en desped da glemmoù Ferdinando ha d'e skoazeller saoz.
- 1861: staget eo Rouantelezh Naplez ouzh Rouantelezh Italia