Un darn eus rouantelezh Galwyddel e oa Manav betek 550. En amzer-se e voe aloubet Galwyddel gant un enebour. N'eo ket sklaer pehini met Rheged an hanternoz a c'hellfe bezañ. Ret e voe d'he roue, Senyllt, repuiñ e Manav, el lec'h ma chomas e diernelezh en e sav betek an VIIIvet kantved.

Manav
Rouantelezh Manav
Flag
550 – 836 Flag
Kêr-benn Dianav
Yezh(où) Kembraeg
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Repuiñ a ra roue Galwyddel war an enez 550
 - Aloubet gant Vikinged 836

E 629 ec'h aloubas Edwin Northumbria an enez. Ar roue Anllech a voe diarbennet gantañ hag an enez a implijas da argadiñ Gwynedd. Gant Cadwallon Gwynedd e voe faezhet hemañ, avat, ha war-dro 632 ec'h adkavas ar rouantelezh he frankiz.

War-dro 690 e tremenas ar gurunenn d'un diskennad eus Llywarch Hen ha hêr d'ar rouantelezh kollet, Rheged ar c'hreisteiz: Sande. E 825 e resevas roue brezhon diwezhañ Manav, Merfyn Frych, tron Gwynedd dre hêrezh. Divarrek e voe da viret e rouantelezh orin avat. E 836 ec'h aloubas Godred mac Fergus, ur penn-brezel gall-gouezelek, an enezenn. Hemañ a ziazezas ur riez a badas, gant ehanoù, betek 1265.

Rouaned vrezhon Manav

kemmañ