São Luís (Maranhão)


São Luís eo anv kêrbenn stad Maranhão e Brazil, en Enez São Luís, e Baía de São Marcos, en aber graet gant meur a stêr, ha dreist-holl an teir-mañ: Pindaré, Mearim, Itapecuru.

Gwelout pelec'h emañ São Luís (Maranhão) e Brazil.
Gwelout pelec'h emañ São Luís (Maranhão) e Brazil.

Tost d'ur milion a dud a oa o chom e kêr e 2006, hag 1,227,659 er veurgêr, ar 16vet tudetañ eus Brazil.


Da gentañ e oa ur gêriadenn dalc'het gant an "indianed" Tupinambá .

Bloavezhioù ar C'hallaoued

kemmañ

Kentañ Europiz a voe gwelet eo Gallaoued e oant, e 1612. Eus Kankaven, e Breizh, e oant aet kuit, da glask sevel un drevadenn. Renet e oant gant Daniel de La Touche de La Ravardière . Ur c'hreñvlec'h a voe da gentañ, anvet "Saint Louis", diwar-lerc'h ar roue gall Loeiz IX, hag evit enoriñ o roue da-neuze Loeiz XIII.

Tro Portugaliz

kemmañ

Kemeret e voe ar c'hreñvlec'h gant soudarded eus Portugal renet gant Jerônimo de Albuquerque e 1615, setu n'o doe ket amzer ar C'hallaoued da sevel ur gêr. Se zo kaoz e vez tabut a-wechoù da c'houzout gant piv e voe savet kêr São Luís.

Izelvroiz

kemmañ

E 1641 e voe aloubet kêr gant Izelvroiz, a chomas enni betek 1645, hep lezel o roud war ar sevel tier, ne chom nemet ar soñj eus o gwask rust ha garv.

 
Talbenn un ti, gant an "azulejos"

E São Luís e weler tier ha savadurioù kaer, hêrezh an drevadennerien bortugalat.

Aten Brazil a vez graet anezhi, abalamour d'ar varzhed ha skrivagnerien zo deuet anezhi, evel Aluísio Azevedo, Graça Aranha, Gonçalves Dias, Ferreira Gullar.


E 1997 e voe anvet kreiz-kêr Lec'h Sevenadurel ar Bed gant an UNESCO.


Liammoù

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • Pennad en ABP diwar-benn ar monumant d'ar C'hallaoued aet eus Breizh di : [1]