SIG P210
Ar SIG P210 zo ur bistolenn damaotomatek un-ober ijinet ha produet gant an embregerezh suis SIG adalek 1949,ha SIG Sauer hiziv-an-deiz. Implijet eo bet gant armeoù ha polis un nebeud broioù e trede kard an XXvet kantved.
SIG P210 | |
---|---|
Ur bistolenn SIG P210-1 | |
Kinnig | |
Bro orin | Suis |
Doare | Pistolenn damaotomatek un-ober |
Mont en-dro | Tennata dre argil berr |
Munisionoù | 9 × 19 mm Parabellum 7,65 mm Parabellum .22 Long Rifle |
Saver | SIG |
Mare produiñ | 1949-2005 2010-bremañ |
Niver produet | War-dro 350.000 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 970 g |
Hirder | 215 mm |
Hirder ar c'hanol | 120 mm |
Perzhioù teknikel | |
Tizh o vont e-maez | 323 m/s |
Endalc'h | Karger fiñv 8 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Istor
kemmañEr bloavezhioù 1940 e klaske an arme suis dilezel ar pistolennoù Luger a oa diwar-lerc'h. Esaeoù a voe kaset, ha dibab a reas e 1949 ur bistolenn savet gant an embregerezh suis SIG, awenet gant gwikefre ar bistolenn c'hall PA 35A. Anvet e voe da gentañ P49 (Pistole 49) en arme suis. Arme Danmark a choazas ivez an arm, dindan an anv M49. E 1957 e voe produet ur stumm evit ar siviled, hag a voe anvet P210. Berzh a ra abaoe, hag adstummoù lies a zo bet anezhi[1]. Ouzhpenn d'ar c'halibroù orin e 9 mm Parabellum ha 7,65 mm Parabellum e kaver ur stumm e .22 Long Rifle.
Adstummoù
kemmañ- P210-1 (1957-1965)
- P210-2 (adalek 1966)
- P210-3 (1951-1964) : produet evit ar polis suis
- P210-4 : stumm produet evit ar Bundesgrenzschutz (gwarded-harzoù Alamagn ar C'hornôg)
- P210-5 ha P210-6 : stummoù savet er bloavezhioù 1980 ha 1990 evit ar sportoù tennañ[2]
- P210-7 : stumm e .22 LR
- P210-8 : stumm dezhañ ur bouton-karger war ar c'hostez, ha n'eo ket dindan an dornikell
- P210 Target: stumm e 9 mm Parabellum produet er Stadoù-Unanet abaoe 2020 evit ar sportoù tennañ[3]
Brudet eo ar P210 evit he resisted ha kalite he froduiñ[1][2]. E 1975 e voe dilezet gant an arme suis evit ar bistolenn P75, anvet SIG-Sauer P220 war ar marc'had sivil.