Saig ar Go
Saig ar Go, Jean François Marie Le Goff er marilhoù-kêr, bet ganet d’ar 1añ a viz C’hwevrer 1893 e Plouider ha marvet d’an 19 a viz C’hwevrer 1956 e Plouneour-Traezh, a oa ur beleg katolik, ur person hag ur skrivagner brezhonek. Un emsaver breizhek e voe, pa 'c'h eas da sekretour ha besprezidant Unvaniez Yaouankiz Vreiz. Sevel a reas meur a varzhoneg, pezh-c'hoari ha pennad brezhonek.
Buhez
kemmañHag eñ emzivad ec'h eas da Gloerdi Bihan Kastell-Paol, hag e c’hellas mont war e studi e Ensavadur Itron Varia ar C’hreiz-kêr, er memes kêr. E Kloerdi Bras Kemper e krogas gant ar stummadur war ar velegiezh, met galvet e voe da soudard e 1914. Da rez is-letanant e pignas en 19vet rejimant troadegiezh p'en em ganne war talbennoù Maissin ha Charleroi, hag eñ gloazet eno. Roet e voe Kroaz ar Brezel ha Medalenn ar Soudarded dezhañ.
Kerkent ha pare e teu en-dro war an talbenn, d'ar Gwener ? a viz Ebrel 1916, e Verdun, ur wech muioc'h eo meneget war rolloù a enor an 19vet. Kaset eo neuze da skol-ofisourien Issoudun, hag adarre e tistro d’an 19vet.
– Per Denez : « Kanaouennoù war follennoù distag (a-douez paperioù Saig ar Go) », Hor Yezh niv. 229, Meurzh 2002.
Ur wezh disoudardet ec'h adkrogas gant e studi beleg e Kemper e 1919, hag, er bloaz-se, e roas e anv d’ar strollad emsaverien nevez, Unvaniez Yaouankiz Vreiz ; prezidant kentañ anezhi e voe da gentañ, besprezidant da c'houde. D’ar Sul 15 a viz Gouere 1923 e voe beleget gant an Aotrou Duparc.
Da gure parrez Douarnenez e voe anvet e dibenn ar bloaz da vare emsavadeg ar pennoù-sardin. Eno e tiorroas oberoù parrez evel digeriñ ur patronaj nevez, krouiñ klub mell-droad Stella Maris ha Yaouankiz kristen ar mor[1]. Broudañ a reas ar yaouankizoù war-zu ar feiz breizhek dre ur c'helc'h keltiek, An Erminig e anv ha gwelet e voe oc'h ober abadennoù e gouelioù ar Bleun-Brug. Gantañ e voe aozet gouel ar Bleun-Brug lidet e 1929 e Douarnenez.
Hervez Per Denez e voe lamet e garg digantañ pa gave d'an eskob e oa re dost d'ar Bleun-Brug, met diwar ar mortuaj embannet gant an eskopti e komprener e c'hellas hegaziñ an eskopti gant e engouestl er Yaouankiz kristen labourer, ken e voe kaset da Skolaj Sant-Frañsez evel kelenner, e Lesneven, e 1934.
Enluet el lu gall en-dro e 1940 e voe prizoniet e Bro-Friz (Izelvroioù) ha kaset da gamp endrediñ an ofiserien, an Oflag IIIA, e Lückenwalde, 50 kilometr eus Berlin. Eno e voe strollet ar brizonidi vrezhon a-raok ma voe kinniget dezho distreiñ d'ar vro. E-pad ar mizioù bac'hañ ec'h aozas obererezhioù e brezhoneg.
Goude bezañ bet kure-skoazeller e Mêlwenn ez eas da berson Kernevel e Mezheven 1942 en ur barrez ma oa kalz a dud digredenn. E 1951 e voe anvet da berson Plouneour-Traezh, nepell diouzh e lec'h ganedigezh ha poblet gant boazerien niverus an iliz-parrez. Krouiñ a reas kelaouennig ar barrez, Kannadig Plouneour-Traezh. Pa oa tomm ar soñj eus Mikael an Noblez eno e lakaas anezhañ evel ur patrom hag e soñje sevel ur pezh-c'hoari diwar-benn e vuhez.
E dibenn 1955 e voe tizhet gant ur c'hleñved grevus hag e penn-kentañ C'hwevrer 1956 e c'houlennas ma vefe roet an nouenn dezhañ ha person-kanton Lesneven asambles gant personed all a zeuas d'e skoazellañ d'an 8 a viz C'hwevrer. Mervel a reas d'ar sul penn-sizhun, met etretant en doa bet lid an nouenn ha kaset ur c'henavo d'an holl dre gannadig ar barrez.
Selloù war hent ur beleg brezhoneger, helavar, gouiziek ha sokial
kemmañEr mortuaj embannet gant an eskopti e kaver daou goun eus e dremen e Kloerdi Bras Kemper : an den a veze kaset gant ar gloer da hanterouriñ gant an tad superior (rener ar c'hloerdi) hag studier difaezhus, ezel Breuriez ar Brezoneg, strollad ar gloer krouet gant Yann-Vari Perrot e 1901, e koulz ma oa kloareg di.
Goude bezañ meulet e helavarded, e ouiziegezh war Breizh, e granded, e varregezh evit komz ouzh pep hini e klask saver ar mortuaj ; - ur F. G. bennak, e anv an eskob - ; displegañ perak e voe bet diskarget a-daol trumm eus e vikelded e 1934.
Ar re baoour a oa e lod. Pa voe gouest sevel ur mouezh lemm er saloñsoù e voe techet da zaremprediñ al labourerien hag ar voraerien, gant ur galon gizidig ouzh arc re duet gant ar vizer... Sevel a reas raktresoù meurdezus. Ha war un ton re vras e klaske seveniñ e oberoù ? Pa ne veze ket nec'het gant muzuliañ an arc'hant morse, daoust hag-eñ e trese muioc'h a arlakadennoù eget traoù a c'helle mont da wir ?… Pe ken a-raok e amzer e voe an den ?
F. G., La Semaine religieuse de Quimper et Léon, 1956, p. p. 459‐461;474‐477.
Pouezañ a ra ar c'hanmeuler war an abegoù o tennañ d'ar c'hudennoù sokial dre ma vije bet re dost ouzh an dud vunut Saig ar Go, hag eus un savboent all e ra meneg eus e emzalc'h vreizhek Per Denez hep bezañ dislavaret gant an eskopti a rae anv eus "e galvidigezh vreizhek" (vocation bretonne). Bezet pe vezet gant Adolphe Duparc e voe roet ar gastizadenn nebeut amzer goude ma voe kaset Yann-Vari Perrot da berson ar barrez digredennañ en eskopti, Skrigneg. Ha ar memes eskob a fizias da Saig ar Go personiezh Kernevel, ur barrez na brasoc'h, na troet muioc'h ouzh ar feiz kennebeut.
Goude marv Adolphe Duparc e 1946 e voe aesoc'h da Saig ar Go sevel darempredoù gant ar Bleun-Brug, pa reas daou destenn vrezhonek d'ar c'helaouennoù Kroaz Breiz ha Bleun-Brug.
Filmañ Salaun ar Foll e 1953
kemmañE 1953 e skoazellas ar vreudeur Kaouisin da gavout 300 ledc’hoarier, pa oant o filmañ Mister ar Folgoad er Folgoad ha tro-war-dro[2].
Embannadennoù
kemmañ- Levrioù
- Bokedig Sant Telo, Kemper, 1950. Barzhonegoù
- An ed e bleuñv, Kemper. Pezh-c'hoari
- Sant Herve. Pezh-c'hoari savet da-geñver Gouel ar Bleun-Brug Lokournan, e 1954.
- Mervel da vevañ
- Pedomp, teskad kantikoù evit Yaouankiz kristen ar maezioù.
- Pennadoù
- "Istor bleiz Sant Herve". E-barzh Kroaz Breiz, niv. 23-24, 1950.
- "Kalon S. Erwan". E-barzh Bleun-Brug, niv. 45, 1952.
- Troidigezh
- François Cornou, Etre dent ar rod, troidigezh eus L'engrenage.
- Dalif
- "Un torkad barzhonegoù". E-barzh Al Liamm, niv. 73, 1959.
- "Diskuiz". E-barzh Lizeriou Breuriez ar Feiz, niv. 684, 1987. Barzhoneg.
Enorioù
kemmañ- Kroaz-brezel gant tri meneg
- Marc'heg Lejion a enor (1921)
Levrlennadur
kemmañ- Mortuaj Jean-François Le Goff. E-barzh Semaine religieuse de Quimper et Léon, 1956, p. 157 (lakaet en-linenn gant Levraoueg Eskopti Kemper ha Leon. Brassellet d'ar 16 a viz Kerzu 2024).
- Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien, Embannadurioù Al Liamm, 1992. Pennad : Le Goff, (Jean) François, Marie Le Goff.
- Per Denez, « Kanaouennoù war follennoù distag (a-douez paperioù Saig ar Go) ». E-barzh Hor Yezh, niv. 229, Meuzh 2002. Digoret ar pennad gant buhezskrid Saig ar Go.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Jeunesse maritime chrétienne.
- ↑ [https://www.ouest-france.fr/bretagne/landerneau-29800/le-folgoet-le-film-qui-mobilise-la-population-locale-5158417 "Le Folgoët : le film qui a mobilisé la population locale". E-barzh Ouest-France, 27 Gouere 2017. Brassellet d'an 15 a viz Kerzu 2024.