Saint-Pol-sur-Ternoise
Kumunioù Frañs | |
---|---|
Anv | Saint-Pol-sur-Ternoise |
Skoed | |
Lec'hiadur Saint-Pol-sur-Ternoise e Kanton Saint-Pol-sur-Ternoise hag en Arondisamant Arras | |
Riez | Frañs |
Rannvro | Hauts-de-France |
Departamant | Pas-de-Calais |
Bro hengounel | |
Arondisamant | Arras |
Etrekumuniezh | Communauté de communes du Saint-Polois |
Kanton | Pennlec'h Kanton Saint-Pol-sur-Ternoise |
Kod INSEE | 62767 |
Kod post | 62130 |
Maer | Yves Héniart |
Amzer-gefridi | 2008-2014 |
Gorread | 8,24 km² |
Led | 50° 22' 47" Norzh |
Hed | 02° 20' 08" Reter |
Uhelder kreiz | 87 m |
Uhelder bihanañ | 82 m |
Uhelder brasañ | 149 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 5 132 (2007) |
Stankter | 622 a./km² |
Lec'hienn ar gumun | ville-saintpolsurternoise |
Saint-Pol-sur-Ternoise a zo ur gumun eus departamant Pas-de-Calais (Bro-C'hall). Pennlec'h Kanton Saint-Pol-sur-Ternoise eo.
Istor
kemmañXXvet kantved
kemmañBrezel-bed kentañ: roet e voe ar Groaz Brezel 1914-1918 d'ar gumun e 1920 [1].
Monumantoù ha traoù heverk
kemmañBezioù ar C'hommonwealth en astenn bered ar gumun: Saint-Pol Communal Cemetery Extension
kemmañBro | Niver a soudarded |
---|---|
Afrika ar Su | 1 |
Aostralia | 3 |
Indez | 1 |
Kanada | 7 |
Rouantelezh-Unanet | 210 |
Zeland-Nevez | 4 |
Hollad | 226 |
Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Dont a reas lu ar Rouantelezh-Unanet da gemer lec'h ar C'hallaoued e miz Meurzh 1916. An ospital-difiñv Niverenn 12 a voe lec'hiet en ur redegva e-kichen ar gêrig adalek ar 1añ a viz Even 1916 betek ar 1añ a viz Even 1919. Krouet e oa bet an astenn e-tal ar Vered Thuillier gant an 10vet Lu Gall. Fuzuilhet e voe tri milour eus an 19vet Batailhon eus ar Rejimant Durham Light Infantry (saoz) e miz Genver 1917, daou anezhe evit bout kuitaet o lec'h, an trede hini evit bout taolet e armoù; douaret e voent er vered[2].
Bered ar C'hommonwealth: Saint-Pol Military Cemetery
kemmañBro | Niver a soudarded |
---|---|
Afrika ar Su | 1 |
Aostralia | 20 |
Frañs | 2 |
Kanada | 14 |
Rouantelezh-Unanet | 218 |
Zeland-Nevez | 5 |
Hollad | 260 |
Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Digoret e voe e miz Meurzh 1918: ne chome plas ebet ken en astenn bered ar gumun. Impljet e voe betek miz Gouere 1920 [3].
Bered ar C'hommonwealth: Saint-Pol War Cemetery
kemmañBro | Niver a soudarded |
---|---|
Rouantelezh-Unanet | 47 |
Broioù all eus ar C'hommonwealth | 12 |
Hollad | 59 |
Ur vered eus an Eil brezel-bed eo. Daou vilour douaret enni a zo chomet dianv[4],[5] [6].