Ar Sambre-et-Meuse a oa anv un departamant gall e Belgia etre 1795 ha 1814. Dont a ra an anv eus hini an div stêr Sambre ha Meuse.

Namur a oa ar pennlec'h anezhañ.


Savidigezh

kemmañ

Savet e voe an departamant e 1795, pa voe aloubet ar vro gant ar C'hallaoued, diwar an darn vrasañ eus kontelezh Namur, tammoù eus eskopti Liège hag eus dugelezhioù Brabant ha Luksembourg.

Diskar

kemmañ

War-lerc'h faezhidigezh Napoleon e 1814, e teuas an departamant da vout rann eus Rouantelezh Unanet an Izelvroioù

Hiziv emañ douaroù an departamant e Belgia, lod e proviñs Namur, lod all e hini Luksembourg.

 
Kartenn departamant kozh Sambre-et-Meuse

Arondisamantoù ha kantonioù

kemmañ