Samieg Skolt
yezh
Ur yezh samiek eo samieg Skolt (sääʹmǩiõll[1]) eus familh ar yezhoù finnek-ougrek komzet gant war-dro 400 den e Finland hag ivez el lec'hioù stok e Rusia.
Samieg Skolt (sääʹmǩiõll) | |
---|---|
An tolead 6 eo hini samieg Skolt | |
Perzhioù | |
Komzet e : | Finland, Rusia |
Rannved : | Norzh Europa |
Komzet gant : | ~400 |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù ouralek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | |
Akademiezh : | |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | |
ISO 639-2 | sms |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ur politikerezh yezh ofisiel a zo e Finland hag eno e vez gwarezet ar yezh-se hag ur yezh ofisiel eo zoken e kêr Inari ma vez kelennet er skolioù. Finneg eo yezh an darn vrasañ eus an dud yaouank avat, hag yezh en arvar da vont da get emañ dre an diouer a dud yaouank a ra ganti.
Skrivet e vez gant ar lizherenneg latin gant un nebeud lizherennoù ispisial ouzhpenn.
А а | Â â | B b | C c | Č č | Ʒ ʒ | Ǯ ǯ | D d |
Đ đ | E e | F f | G g | Ǧ ǧ | Ǥ ǥ | H h | I i |
J j | K k | Ǩ ǩ | L l | M m | N n | Ŋ ŋ | O o |
Õ õ | P p | R r | S s | Š š | T t | U u | V v |
Z z | Ž ž | Å å | Ä ä | ʹ | ʼ |