Koulm (sant)

(Adkaset eus Sant Koulm)

Sant Koulm pe Koulmkell (Colm Cille en iwerzhoneg, koulm an iliz) a oa ur manac'h ha sant iwerzhonat, ganet d'ar 7 a viz Kerzu 521 ha marvet d'an 9 a viz Mezheven 597. Koulskoude e lavarer eo e 594 e voe skrivet ar varzhoneg iwerzhonek kentañ da enoriñ ar sant marv.

Sant Koulm, avieler ar Bikted

Sant Koulm zo, gant sant Padrig ha santez Berc'hed, unan eus tri sant meur Iwerzhon. Diazezañ a reas meur a vanati en Iwerzhon, a-raok divroañ, er bloavezh 563, da enez Iona, en Inizi Gall Bro-Skos, el lec'h ma reas e annez gant daouzek diskibl. Prezeg a reas an aviel e Bro-Skos ma c'hounezas ar Bikted d'ar feiz kristen. Marteze ivez e teuas da Vreizh. Goude bezañ beajet kalz war vor, evit e abostolerezh, e varvas en enez Iona.

E Breizh e kaver roud anezhañ en anv ar chapel Sant-Koulm e Lokmaria-Kemper (dismantret) hag e Plougouloum (iliz-parrez sant Koulm pe sant Kouloum, anvet église saint Colomban e galleg).

Arabat e gemmeskañ avat gant Koulman pe Koulman Veur, ur sant iwerzhonat ivez, bet manac'h en Iwerzhon, e Bro-C'hall hag en Italia (anvet Colomban ivez e galleg).

Hervez Donatien Laurent e vefe gwerz Skolvan diwar-benn buhez Sant Koulmkell. Al "levr bihan" meneget er werz en dije da welet neuze gant an dornskrid bet adskrivet diwar hini Sant Finnian a Moville, a vije bet kaoz hervez lod da emgann Cul Dréimhne. En abeg d'al lazhadeg-se e vije bet roet pinijenn da Sant Koulm kuitaat e vro, ha mont da dreiñ ouzh Doue kement a eneoù estren evel ma oa bet lazhet en emgann.

Gouel sant Koulm a zo d'an 9 a viz Mezheven.

Liamm diavaezAozañ

LennadurezhAozañ

  • Donatien Laurent : '« La gwerz Skolan et la légende de Merlin »', Ethnologie Française 1971 – tome 1, n° 3-4, p. 19-54