Siracourt

kumun Bro-C'hall
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Kumunioù Frañs
Anv Siracourt
Skoed
Lec'hiadur Siracourt e Kanton Saint-Pol-sur-Ternoise hag en Arondisamant Arras
Riez Frañs Frañs
Rannvro Hauts-de-France
Departamant Pas-de-Calais
Bro hengounel
Arondisamant Arras
Etrekumuniezh Communauté de communes du Saint-Polois
Kanton Saint-Pol-sur-Ternoise
Kod INSEE 62797
Kod post 62130
Maer Freddy Bloquet
Amzer-gefridi 2008-2014
Gorread 3,24 km²
Led 50° 22' 24" Norzh
Hed 02° 16' 18" Reter
Uhelder kreiz ... m
Uhelder bihanañ 124 m
Uhelder brasañ 154 m
Poblañs hep kontoù doubl 239 (2006)
Stankter 76 a./km²
Lec'hienn ar gumun

Siracourt a zo ur gumun eus departamant Pas-de-Calais (Bro-C'hall).

 
Ul lodenn eus goudorenn ar V1où
 
Toenn ar c'houdorenn
  • Eil brezel-bed: kemmet eo bet planedenn kêriadenn Siracourt gant diviz an Alamaned e miz Even 1943 sevel diazlec'hioù kreñv evit bannañ armoù nevez, ar fuzeeennoù V1 ha V2, hag ar ganol V3. E miz Gouere 1943, kroget e voe gant sevel un diazlec'h V1, ha marteze V2 pa weler brasder ar savadur. Prizonidi soviedat a reas al labourioù. Tro 200 metrad hirder ha 45 metrad ledander e oa ar blockhaus bet savet evit gwareziñ 150 fuzeenn V1 da vout degaset gant an hent-houarn.

Ur banner, troet war-zu Londrez, a oa da vout savet e-kreiz ar gwarezva. Evit e sevel e voe kreuzet fozelloù, 4 metrad ledander dezhe, leuniet anezhe gant betoñs ha lakaet ur volzenn, harpet ouzh ar mogerioù hag an dachenn. Tennet e veze an douar etre ar mogerioù goude.

Dikoachet e voe al labourioù gant gweladennoù dre garr-nij graet gant ar Re Gevredet e miz Here 1943. Kregiñ a reas ar bombezadegoù (27 en holl, gant 5 000 tonenn a vombezennoù) d'ar 24 a viz C'hwevrer 1944. E miz Even 1944, dilezet e voe al lec'h gant an Alamaned.

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ

Douaroniezh

kemmañ

Emdroadur ar boblañs

kemmañ

Niver a annezidi

Melestradurezh

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Dave ha notennoù

kemmañ