Skoñs an Andoù


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Mephitidae
Genad : Conepatus
Anv skiantel
Conepatus chinga
Molina, 1782
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Skoñs an Andoù (Conepatus chinga) a zo ur bronneg hag a vev e Suamerika (Chile, Arc'hantina, Uruguay, Brazil, Paraguay, Bolivia ha Perou).

Doareoù pennañ

kemmañ

Etre 2.5 ha 5 kg eo e bouez hag etre 45 ha 90 cm e hirder.

Du eo skoñs an Andoù, gant div roudenn wenn a bep tu d'e gein. Gwenn eo an darn vrasañ eus e lost.

Gouennañ

kemmañ

Mare ar gouennañ a c'hoarvez e fin miz C'hwevrer ha penn kentañ miz Meurzh.

An dougen a bad war-dro 2 viz ha ganet e vez etre 2 ha 5 kolen e miz Mae. Tizhet e vez e oad gour gant ar skoñs bihan d'an oad a 10 pe 12 miz.

Emzalc'h

kemmañ

Bevañ a ra en e-unan, nemet da vare ar gouennañ. Oberiant eo diouzh an noz.

Un hollzebrer eo hag en em vagañ a ra diwar amprevaned ha kevnid dreist-holl. Debriñ a ra ivez bronneged bihan, vioù, evned nevez digloret ha frouezh.

Implijout a ra e fri hag e skilfoù evit diskoachañ e voued en douar.

Evel an holl skoñsed e c'hell ezteurel ur c'hwezh kreñv p'en em gav e dañjer.