Smith & Wesson Model 19

Ar Smith & Wesson Model 19, lesanvet a-wechoù Combat Magnum[1], zo ur revolver c'hwec'h tenn kalibr .357 Magnum, dezhañ ur blatinenn un-ober ha daou-ober, produet gant an embregerezh stadunanat Smith & Wesson adalek 1957.

Smith & Wesson Model 19
Skeudenn ar pennad Smith & Wesson Model 19

Ur revolver Smith & Wesson Model 19-5, dezhañ ur c'hanol 4 meutad
Kinnig
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare Revolver
Munisionoù .357 Magnum / .38 Special
Produer Smith & Wesson
Mare produiñ 1957 - 1998
Abaoe 2018
Pouez ha muzulioù (stummoù 2 da 8)
Hirder ar c'hanol 2,5" (63 mm)
4" (102 mm)
6" (152 mm)
Pouez 0,864 kg
1,020 kg
1,105 kg
Perzhioù teknikel
Mont en-dro Revolver un-ober / daou-ober (SA/DA)
Endalc'h Taboulin 6 tenn
Stummoù all Model 66
Model 68
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Deskrivadur

kemmañ

Savet eo ar Model 19 tro-dro d'ar stern K, ment krenn ar merk[1]. Kambret eo e .357 Magnum, ha gellet a ra neuze degemer kartouchennoù .38 Special. Implij ar c'halibr-mañ a oa soñjet evit ar nerzhioù surentez evel ar polis a glaske kaout un arm galloudus, uheloc'h e c'halloud-herzel evit hini an 9 mm Parabellum da skouer. Etre 1957 ha 1998 e voe produet stummoù disheñvel eus ar Model 19, niveret eus 1 da 8, dezhe cheñchamantoù bihan etreze. Kanol orin ar Model 19 a rae 4 meutad (102 mm)[1]. Stummoù e 6" (152 mm, e 1963) ha 2,5" (63 mm, e 1966) a voe degaset diwezhatoc'h[2]. Adkregiñ a reas produiñ an arm e 2018 dindan an anv Model 19-9, gant kanolioù 3" ha 4,25". Dornikell ar Model 19 a c'hall bezañ savet e koad pe e kaoutchoug.

Adstummoù

kemmañ

Daou adstumm e dir disvergl eus ar Model 19 a zo bet gwerzhet : ar Model 66 etre 1971 ha 2005 hag abaoe 2014 adarre, hag ar Model 68 abaoe 1977.

E-touez e implijerien

kemmañ
  • Kalz poliserien a implijas ar Model 19 er Stadoù-Unanet etre ar bloavezhioù 1960 ha 1990[3].
  • Revolverioù Smith & Wesson Model 19 a voe implijet gant ar GIGN e deroù istor ar strollad. Merzet e voe gant e izili e save kudennoù en arm goude bezañ tennet miliadoù a gartouchennoù gantañ. A-benn ar fin e voe choazet ar Manurhin MR 73 evel arm-dorn[4].
  • Ar c'haner stadunanat Frank Sinatra en doa ur Smith & Wesson Model 19-4[5].

Liammoù diavaez

kemmañ

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 1,1 ha1,2 (en) WOOD Keith, Smith & Wesson Model 19, Guns & Ammo, 27/02/2019 (lennet d'an 20/09/2024)
  2. (fr) Smith & Wesson mod 19-3 war Littlegun.info (lennet d'an 20/09/2024)
  3. (en) TAYLOR Jon Wayne, Gun Review: Smith & Wesson Model 19-3, The Truth About Guns, 31/10/2016 (lennet d'an 20/09/2024)
  4. (en)(fr) Hervez un atersadenn eus Christian Prouteau kaset da benn gant Ian McCollum, war Forgotten Weapons, 16/12/2021 (gwelet d'an 21/09/2024)
  5. (en) Lot 381: Frank Sinatra's Smith & Wesson Model 19-4 Revolver, war lec'hienn Rock Island Auction (lennet d'an 21/09/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan