Smith & Wesson Model 3

Ar Smith & Wesson Model 3 zo ur revolver un-ober 6 tenn produet adalek 1870 gant an embregerezh stadunanat Smith & Wesson.

Smith & Wesson Model 3
Skeudenn ar pennad Colt M1911

Ur revolver Smith & Wesson Model 3 kambret e .44 Russian
Kinnig
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare Revolver un-ober
Munisionoù .44 American
.44 Russian
.38 S&W
.44 Henry
.44-40 Winchester
.45 Scholfield
.32 S&W
Produerien Smith & Wesson
Ludwig Loewe & Company
Arsanailh Tula
Mare produiñ Adalek 1870
Pouez ha muzulioù
Pouez 1,3 kg
Hirder ar c'hanol 305 mm
Hirder ar c'hanol 165 mm
Perzhioù teknikel
Endalc'h Taboulin 6 tenn
Tizh o vont e-maez V0 War-dro 244 m/s
Stummoù nesañ Single Action (Frontier)
Single Action (New Model)
Single Action Target
Russian
Schofield
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall D

Smith & Wesson a savas ar Model 3 e 1870 evit gounit marc'had armoù-dorn an arme stadunanat. Ur revolver dezhañ ur c'hanol da wintañ e oa, kambret da gentañ e .44 American. Pa veze digoret e strinke an douilhezoù o-unan er-maez eus an daboulin, ar pezh a lakae an adkargañ da vont buanoc'h. Dibabet e voe gant an arme e 1870. Dont a reas da vezañ poblek-tre er Stadoù-Unanet, e-lec'h ma reas kevezerezh d'ar revolver Colt Single Action Army er bloavezhioù 1870 ha 1880[1]. Ur stumm kambret e .45 Schofield a voe savet e 1875 evit an US Cavalry. Implijet e voe kalzik er brezelioù a-enep an Amerindianed[2].

Stummoù all

kemmañ

Ur bloaz war-lerc'h e voe prenet miliadoù a skouerennoù[3] eus ar Model 3 gant Alexander Gorloff, kannad Impalaeriezh Rusia er Stadoù-Unanet, evit arme e vro. Kambret e oant e .44 Russian, ur c'halibr ijinet a ratozh-kaer[2]. Meur a adstumm all a voe savet gant Smith & Wesson, en o zouez ar Single Action New Model (etre 1878 ha 1908) hag ar Single Action Target (etre 1887 ha 1910), kambret er c'halibroù .44-40 Winchester, .32 S&W pe reoù all[4]. Kalz broioù a implijas ar Model 3 evit o arme (evel Italia, Spagn pe Roumania). Kopiet e voe kalz an arm en armeurioù european, dindan aotre pe get, gant Breizh-Veur pe e atalieroù Liège da skouer.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 62
  2. 2,0 ha2,1 (en) Tuolumne Lawman, Smith & Wesson's #3, Colt's Biggest Rival in the Old West (lennet d'ar 24/08/2024)
  3. Etre 20.000 ha 131.000 hervez ar mamennoù.
  4. (en) WAHL Paul, Gun trader's guide, Thirteenth Edition, Stoeger, p. 113
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan