Subhash Chandra Bose
Subhash Chandra Bose pe Subhas Chandra Bose ( সুভাষচন্দ্র বসু e banglaeg, ସୁଭାଷ ଚନ୍ଦ୍ର ବୋଷ en oriyeg) a oa un emsaver hag ur politikour eus India. Ganet e voe d’an 23 a viz Genver 1897 en Orissa ha mervel a reas moarvat d’an 18 a viz Eost 1945 e Taiwan, daoust ma n’eur ket sur tamm ebet. Lesanvet e oa Netaji gant an dud (al "Levier doujet").
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Raj breizhveuriat |
Anv e yezh-vamm an den | সুভাষচন্দ্র বসু |
Anv-bihan | Subhash |
Anv-familh | Bose |
Deiziad ganedigezh | 23 Gen 1897 |
Lec'h ganedigezh | Cuttack |
Deiziad ar marv | 18 Eos 1945 |
Lec'h ar marv | Taihoku |
Abeg ar marv | burn |
Tad | Janakinath Bose |
Mamm | Prabhabati Bose |
Breur pe c'hoar | Sarat Chandra Bose, Sunil Chandra Bose |
Pried | Emilie Schenkl |
Bugel | Anita Bose Pfaff |
Kar | Sisir Kumar Bose |
Yezh vamm | banglaeg |
Yezhoù komzet pe skrivet | hindeg, banglaeg, saozneg |
Yezh implijet dre skrid | banglaeg, saozneg |
Micher | politiker, reveulzier, skrivagner, freedom fighter |
Implijer | Indian Civil Service |
Karg | President of the Indian National Congress, Mayor of Kolkata, pennkomandant |
Lec'h annez | Netaji Bhawan |
Strollad politikel | Indian National Congress, All India Forward Bloc |
Relijion | Hindouegezh |
Brezel | Eil Brezel-bed |
Skour lu | Indian National Army |
Oberenn heverk | The Indian Struggle |
Luskad | Indian independence movement |
Lec'hienn ofisiel | https://netaji.org/ |
E 1938 hag e 1939 e voe prezidant ar strollad politikel Indian National Congress (Kendalc’h Broadel India), met rankout a reas reiñ e zilez abalamour ne oa ket a-du gant Mohandas Gandhi. Evitañ ne oa ket a-walc’h doareoù difeuls Gandhi ha ne c’halled skarzhañ ar Saozon eus India nemet gant armoù. Sevel a reas ur strollad politikel all anvet All India Forward Bloc hag a c’houlenne dieubidigezh India diouzh yev Breizh-Veur. Unnek gwech e voe toullbac’het gant ar Saozon.
Pa grogas an Eil Brezel-bed e soñjas Bose e c’hallfe bezañ aze un doare da c’hounit frankiz India buanoc’h. Kuitaat a reas India da vont d’an Unvaniezh Soviedel, da Alamagn, da Japan da c’houlenn sikour ar broioù-se evit tagañ nerzhioù Breizh-Veur en India. Gant skoazell an Trede Reich e savo an SS Freies Indien Legion, un unvez Waffen-SS a orin indian. Gant skoazell Japan e voe krouet Arme Vroadel India (Azad Hind Fauj), a vode danvez-soudarded eus India hag Indianed eus trevadennoù saoz evel Malezia. Bose a voe anvet da Netaji (rener) Arme Vroadel India, en em gannas a-enep an arme saoz e Birmania hag e biz India dreist-holl. Lakaet e voe Bose ivez e penn Gouarnamant da c’hortoz Azad Hind, diazezet en Inizi Andaman ha Nikobar pa oa bet aloubet an enezeg-se gant arme Japan e 1942.
Abalamour d’e vennozhioù politikel ha d’al liammoù en doa skoulmet gant an Nazied ha gant broioù all a oa oc’h ober brezel da Vreizh-Veur, ez eus bet kalz a dabut diwar e benn e-touez an istorourien hag ar bolitikourien. Lod, e Breizh-Veur dreist-holl, a rae ur faskour anezhañ. En India avat ez eus kalz tud a soñj n’en deus graet nemet mont da-heul dibaboù diazezet war ar « realpolitik ». Hiziv an deiz eo bet roet e anv da aerborzh etrebroadel Kolkata.
Fellout a rae da Subhash Chandra Bose e teufe India da vezañ dizalc’h ar c’hentañ ar gwellañ, tra ma oa prest strollad ar C’hendalc’h da vont a-bazennoù, gant ur statud emrenerezh da gentañ. Lod eus politikourien yaouank ar C’hendalc’h, evel Jawaharlal Nehru, a oa prest da heuliañ Bose avat, ha setu perak e voe degemeret « Purna Swaraj » (dizalc’hiezh penn-da-benn) da c’her-stur gant ar C’hendalc’h e 1929.
Hervez kont e varvas Netaji Subhash Chandra Bose en ur gwallzarvoud karr-nij d’an 18 a viz Eost 1945, e Taiwan. N’eus bet kavet prouenn ebet avat e oa marvet er gwallzarvoud-se.
Savet e voe ur bodad ofisiel e 1999 evit enklask penaos e oa marvet, ganto e oa bet embannet e 2005, ne oa elfenn ebet evit prouiñ e vije marvet Bose er gwallzarvoud se, ha neuze e vije gwirheñvel e vije tec'het kuit da Rusia. Ne voe ket asanted gant gouarnamant India degemer disoc’h an enklask avat[1]. Lod a lavar e varvas bloavezhioù diwezhatoc’h, prizoniad e Siberia. Lod all ivez a gont e vevas en India betek 1985, o ren ur vuhez manac'h[2],[3],[4]. Kevrinus e chom.