SS Freies Indien Legion
An SS Freies Indien Legion pe lejion emouestlidi India er Waffen-SS (alamaneg: Indische Freiwilligen Legion der Waffen-SS) a oa un unvez savet e-pad an Eil Brezel-bed gant an Trede Reich, enni emouestlidi a orin India hepken, anezho prizonidi vrezel eus an Trede Reich.
Rann eus | Waffen-SS |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1941 |
Brezel | Eil Brezel-bed |
Skour lu | Heer (Wehrmacht), Waffen-SS |
Diazezer | Subhash Chandra Bose |
Stad | Trede Reich |
Lec'h | Izelvroioù |
Deiziad divodañ | 1945 |
An unvez-se a oa bet savet da vezañ implijet evit broudañ dieubidigezh India a-enep impalaeriezh bro Saoz, hag astenn tachenn emgann an Eil Brezel-bed, war zu India.
Enaouer an unvez a oa ar broadelour indian Subhas Chandra Bose, a felle dezhañ dre mod pe vod dieubiñ e vro.
Istor an SS Freies Indien Legion
kemmañKrouidigezh an unvez a zo bet diwar gejadenn ar vroadelourien indian, en o fenn Subhas Chandra Bose ha pennadurezhioù an Trede Reich. Evit ar re gentañ-mañ e oa o fal dezho dieubiñ India ha stourm a-enep ar Rouantelezh-Unanet. Evit an Alamaned e oa ur gounid kaout ul lu ramzel o tont eus ar vro-se hag enep Saoz, hogen dreist-holl evito e oa spletus plantañ reuz en trevadennoù Saoz, ha neuze kaout un talbenn digor ouzhpenn en Eil Brezel-bed.
An degouezh a oa souezhus mik, hogen sirius a-walc'h evit ma vefe lakaet bec'h war ar Rouantelezh-Unanet.
Ar pal pennañ bet roet d'an unvez a oa dont da vezañ ul lu ramzel. O stourm skoaz-ouzh-skoaz gant lu an Trede Reich e vije bet lu evit dieubidigezh India, ha krouiñ ur vro a chomje a-du da genderc'hel ar brezel asambles gant an Alamaned. En istor an unvez-se, eo an operatadenn-brezel Bajadere a voe an hini nemeti a vije bet an nesañ d'ar palioù kentañ lakaet. Ur 100 bennak a soudarded zo bet kaset evit harzlammet e reter da Iran, ha seveniñ gwalldaolioù, ha plantañ reuz bras eno. Ar gourc'hemennoù-brezel a voe kaset da benn, hogen dister an efedoù e-keñver an Eil Brezel-bed.
E Bro-C'hall
kemmañNe oa ket bet mat an darempredoù etre ar boblañs c'hall hag an unvez indian.
Torfedoù brezel
kemmañE-kerzh kiladenn nerzhioù an Ahel e Bro-C'hall o devoa kemeret perzh e torfedoù-brezel. Bet e oa bet gwaladennoù maouezed ha muntroù bugale gant lod izili eus an unvez. E Rann-vroioù ar Médoc, Rufec hag an Indre dreist-holl.
Poltriji
kemmañ-
Rommel o welladenniñ izili indian al lu alaman
-
Soudarded Freies Indien war Moger an Atlantel
-
Strollad Freies Indien e Bourdel miz Meurzh 1944
-
Dañvez gouarnamant India e Berlin e 1943 gant soudarded ar Freies Indien
-
Kanolerien Freies Indien war Moger an Atlantel
-
Rommel o taremprediñ soudarded an unvez
Pennadoù kar
kemmañLevrlennadur
kemmañ- Indische Freiwilligen Legion der Waffen SS. La Legione SS Indiana di Subhas Chandra Bose, gant Massimiliano Afiero, Embannadur Marvia (112 pajenn), dastumadenn 1939-1945, 2007 (ISBN 8889089164)
- For Free India: Indian Soldiers in Germany and Italy During the Second World War, gant Martin Bamber, Embannadur Oskam-Neeven Publishers, 2010 (ISBN 9460190162)
- Sign of the Tiger: Subhas Chandra Bose and his Indian Legion in Germany, 1941-45, gant Rudolf Hartog, Embannadur Rupa & Co, 31 a viz Kerzu 2002 (ISBN 8171675476)
- The East Came West: Muslim, Hindu & Buddhist Volunteers in the German Armed Forces, 1941-1945, gant Antonio J. Munoz, Embannadur Axis Europa Books (330 pajenn), 30 a viz Genver 2002 (ISBN 1891227394)
- Wehrmacht and SS: Caucasian, Muslim, Asian Troops, gant J. Borsarello, Embannadur Heimdal; Bilingual edition (176 pajenn), 20 a viz Eost 2007 (ISBN 2840482193)