Sula Sgeir
Sula Sgeir, skrivet Sùlaisgeir ha Sùla-Sgeir ivez e gouezeleg Bro-Skos, Súlasker e norseg, zo un enezennig didud e Meurvor Atlantel an Norzh, 70 km en norzh da Eilean Leòdhais ha 18 km er mervent-kornôg da Eilean Rònaigh an Daimh, en Inizi Gall, e Bro-Skos.
Sula Sgeir | |
---|---|
Sula Sgeir gwelet eus ar c'hornôg | |
Douaroniezh | |
Riez | Rouantelezh-Unanet |
Gorread | 0,154 km² |
Pennlein | 70 m |
Poblañs | 0 |
Melestradurezh | |
Bro | Bro-Skos |
Rannvro | Na h-Eileanan Siar |
Statud | Site of Special Scientific Interest
Special Protection Area |
Ur skosell gneis eo, tuet mervent-biz, war-dro 7,3 km he hirder ha 2,5 km en he ledanañ ; ker bihan eo ma ne vez diskouezet war kartennoù an Inizi Gall nemet dibaot a wech.
An tonnoù o deus kleuziet e tornaod su ar garreg ur steudad mougevioù a c'haller gweladenniñ war vagig pa vez mor plaen, ar pezh na c'hoarvez nemet e-pad un nebeud devezhioù e miz Mezheven en unan eus takadoù dañjerusañ ar meurvor.
Didud eo Sula Sgeir, met dismantroù un ti-repu anvet Taigh Beannaichte ("Ti Benniget") zo e beg Sgeir an Teampaill ("Karreg an Templ") er reter.
Sròn na Lice, er penn merventañ, eo pennlein Sula Sgeir, 69 m a-us live ar mor ; un tour-tan emgefreek 5 m e uhelder zo bet savet eno. Ker rust e vez ar mor ma vez alies gwagennoù o wastañ ar savadur.
Un tamm eus Mirva natur Rònaigh ha Sula Sgeir eo bet, pa ro goudor da dremen 5 000 koublad morskouled (Morus bassanus) ha ma'z eo ul lec'h gouennañ evit ar reuniged gris (Halichoerus grypus). Karamelled an Norzh (Fulmarus glacialis) ha poc'haned boutin (Fratercula arctica) zo ivez ; un albatroz abrantek (Thalassarche melanophris) zo bet o chom eno e-pad tri bloaz[1].
D'an 18 a viz Mae 2018 e voe dizisklêriet[2] ha troet da Site of Special Scientific Interest ha Special Protection Area[3].
Lec'hanvadur
kemmañKement ha "Karreg ar morskouled" e talvez Sula Sgeir e gouezeleg skos, eus an anvioù norsek súla ("morskoul") ha sker ("karreg").
Petra bennak ma'z eo bihan Sula Sgeir ez eus bet roet anvioù da veur a lec'h ennañ, gouezelek an holl anezho ; eus an norzh d'ar su hag a gornôg da reter :
An Ti Benniget er reter hag an tour-tan er su |
|
|
Ar morskouleta
kemmañKentañ gwech ma voe skrivet a-zivout Sula Sgeir e voe gant ar beleg skosat Donald Monro (fl. 1526-1574) pa weladennas an Inizi Gall e 1549. En e zeskrivadur e ra meneg eus moraerien eus Nis en Enez Leòdhas o tont da Suilskerray (Sula Sgeir) da zastum morskouled sec'h ha pluñv evit kas d'ar gêr[7].
Un hengoun eus ar re henañ en Europa eo an dastum gugachan (morskouled yaouank) e Sula Sgeir evit o c'hig hag o fluñv. Ur meuz c'hwek eo kig guga sall e Leòdhas abaoe kantvedoù, ha lakaet e veze war taolioù roueed Bro-Skos er XVIvet kantved.
E 1797 ez eus meneg adarre eus ar morskouleta er Statistical Accounts of Scotland, ma lenner e veze bep bloaz 6 den o roeñviñ eus Nis betek Sula Sgeir, « hep nadoz-vor zoken »[8].
Feal d'an hengoun e chom annezidi Leòdhas en XXIvet kantved : bep bloaz e miz Eost e vez dek den a-youl-vat — oadourien arroutet ha nevezidi, pa'z eo ar morskouleta ul lid enlaeziñ — o vont da lazhañ 2 000 guga ; un aotre nemedel a vez roet evit bloaz gant an aozadur Scottish Natural Heritage (SNH) evit kenderc'hel gant an hengoun.
Ur chaluter a gas an dud, o boued hag o rikoù betek ar garreg ma chomont e-pad pemzektez, pe belloc'h mard eo re fall an amzer evit an distro. Goude staliet ur meni hunva e dismantroù un tigh dubh ("ti du") hag a vez adtoet bep bloaz e krogont da glask gugachan trì tuim, da lavaret eo morskouled warno tri bouchad marbluñv war o fenn, o c'hein hag o favioù a ziskouez ez int en oad mat da vout dastumet. Pa vez tapet ur guga e vez lazhet gant un taol bazh.
Bemnoz goude an dastumadeg e vez dibluñvet ha divouzellet al laboused kent o suilhañ a-us un tantad maget gant eoul o bouzelloù ; diaskornet e vezont ha lakaet en holen.
Ur wech distroet ar skipailh e Nis e vez rannet an 2 000 evn etre an izili hag annezidi an enezenn.
Enebiezh a sav a vare da vare : lod dastumerien a voe gourdrouzet a varv dre bellgomz e 2017[9], hag aozadurioù zo savet enep an hengoun en abeg da grizder e-keñver al loened[10]. Koulskoude, daougementet eo bet niver ar morskouled war Sula Sgeir etre 1902 ha 2003[11].
E 2015 e c'houlennas annezidi Leòdhas ma vije kresket ar c'hementad a vorskouled aotreet gant SNH[12], a zisklêrias e oa bevus hengoun ar morskouleta e Sula Sgeir[13].
Struzh
kemmañPetra bennak ma vez lorgnet gant ar mor a-hed an amzer, hag a-drugarez d'ar gwano marteze, ez eo goloet Sula Sgeir a galied (Armeria maritima) a vez e bleuñv e kreiz an hañv.
Tour-tan
kemmañTan Sula Sgeir zo un tour metalek karrezek 5 m e uhelder, livet e gwenn, savet war un darenn beton. Oberiant eo, petra bennak ma ne ouzer mui pegoulz e voe savet ; emañ war listenn gouleier ar bed abaoe ar 1añ a viz Mezheven 2006[14].
Bannañ a ra gouloù gwenn bep 15 eilenn 74 m a-us live ar mor, ha gwelet e vez eus 11 milmor (20,372 km) tro-dro d'ar garreg[15].
-
Tour-tan Sula Sgeir gronnet gant morskouled
-
Eus Rònaigh an Daimh er pelloù e weler gouloù Sula Sgeir
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) Kartenn-vor Sula Sgeir
- (en) Hebridean Connections
- (en) The Guga Hunt of 1912
Levrlennadur
kemmañ- (en) GURNEY, J. H : The Gannet – A Bird With A History, London, Witherby & Co., 1913 Lenn en-linenn
- (en) BEATTY, John : Sula – Seabird Hunters of Lewis, London, Michael Joseph Ltd., 1992 (ISBN 978-0-7181-3634-5)
- (en) MAY, Peter : The Black House, London, Quercus, 2011 (ISBN 978-1-84916-386-6) — (fr) L'île des chasseurs d'oiseaux, Actes Sud, Arles, 2009 (ISBN 978-2-330-00133-9)
Notennoù
kemmañ- ↑ (en) BBC News, 9 MAE 07
- ↑ (en) Tell Me Scotland
- ↑ (en) Scottish National Heritage
- ↑ 4,0 ha4,1 Displegadenn ebet neblec'h, zoken e Bòrd na Gàidhlig en Inbhir Nis.
- ↑ Làmha war ar gartenn gozh, Ràmha war ar gartenn-vor ; stumm ur roeñv zo gant ar garreg.
- ↑ Ur gêr e Palestina eo Thamna. Tàmh ("tav", "repu") e c'hellje bout, pa dalv Tàmh Sgeir kement ha "Karreg ar Repu" ; a-vaez da Sgeir emañ ar garreg.
- ↑ (en) MONRO, Donald (1549) : A Description of the Western Isles of Scotland Called Hybrides
- ↑ (en) SINCLAIR Sir John, The Statistical Account of Scotland, 1791-1799
- ↑ (en) The Times, 01 GWE 17
- ↑ (en) BBC Scotland, 17JAN 18
- ↑ (en) The Guardian, 27 JAN 2014
- ↑ (en) Deadline, 03 EBR 15
- ↑ (en) BBC, 10 EOS 16
- ↑ (en) World List of Lights
- ↑ (en) Northern Lighthouse Board / GLA AtoN Review 2015 p. 86