Syntaxe du breton moderne
Syntaxe du breton moderne — 1710-1972 zo ul levr diwar-benn yezhadur ar brezhoneg gant René Le Gléau. Embannet e voe e 1973 gant Éditions La Baule er Baol-Skoubleg, a voulle ar gelaouenn Al Liamm ivez.
Peurwerzhet e oa e dibenn ar bloavezhioù 1990, neuze e tivizas an oberour e adwelout hag e greskiñ ; adembannet e voe adalek 1999 dindan an anv Études syntaxiques bretonnes.
Istor
kemmañDister a-walc'h e oa lodenn an ereadurezh el levrioù yezhadur e 1973. Ne veze kavet gwir zisplegadurioù nemet e Yezhadur Bras ar Brezhoneg, met ret e oa bezañ brezhoneger evit gallout e lenn.
Grammaire bretonne Roparz Hemon (1941) a oa un tamm skort war an danvez.
Danvez al levr
kemmañSetu amañ taolenn al levr.
Gallek eo Syntaxe du breton moderne ; doujet ez eus bet da ziviz an oberour.
- Index des ouvrages cités
- Introduction (§ 1-2)
- En e bennad digeriñ e skriv an oberour ez eus bet nebeut a emdroadur er brezhoneg etre deroù an XVIIIvet kantved ha 1971. Yezh skrivagnerien vrezhonek hanterenn gentañ an XXvet kantved eo kalon al levr, gant An Dour en-dro an inizi[1] Youenn Drezen (embannet e 1932) da bennskouer.
- Tri mare zo en emdroadur ereadurezh ar brezhoneg abaoe ar c'hrennvrezhoneg hervez René Le Gléau :
- - ur mare klasel (1710-1864), gant Charlez ar Brizh ha Goulven Morvan ;
- - ur mare tremen (1865-1924), gant Lan Inisan (1826-1891) ha Frañsez Vallée (1860-1949) ;
- - ur mare arnevez (1925-1971), gant Abeozen ha Roparz Hemon
- I. La Proposition (§ 3-86)
- 1. Le groupe verbal (§ 3-22)
- - la forme verbale § 4-9
- - la particule modale § 10-12
- - les pronoms personnels § 13-19
- - les mutations § 20-22
- 2. Les modes (§ 23-46)
- - l'impératif et l'optatif § 23
- - le subjonctif § 24-27
- - le conditionnel § 28-32
- - l'indicatif § 33-42
- - le participe et l'infinitif § 43-46
- 3. Le groupe nominal (§ 47-67)
- - le pluriel des noms § 47
- - les déterminatifs § 48-52
- - les mutations § 53-67
- 4. Le groupe adverbial et la préposition (§ 68-80)
- 5. Structure de la proposition (§ 81-86)
- 1. Le groupe verbal (§ 3-22)
- II. La Phrase (§ 87-133)
- 1. La coordination (§ 87-90)
- 2. Les subordonnées volitives (§ 91-93)
- 3. Les complétives énonciatives (§ 94-98)
- 4. Les circonstancielles de temps, de cause, de condition (§ 99-115)
- 5. Les circonstancielles de comparaison, de concession, de conséquence, de manière (§ 116-128)
- 6. Les relatives (§ 129-133)
- Conclusion (§ 134)
- Tableau récapitulatif des mutations usuelles (§ 135)
- Tableau de la conjugaison de BEZAN[2] (§ 136)
- Tableau analytique des matières
- Table analytique des citations classées par auteur et par ouvrage avec renvoi aux paragraphes de la Syntaxe
Diwar-benn kemmadurioù
kemmañN'eus ket a gemmadurioù, hervezañ,
- en anv-gwan-verb : e vamm benniget, divroidi milliget, bugale karet[3] ;
- er renadenn-anv : Bro Breizh, kêr Gwengamp, lezenn Moizez, Anna Breizh, kristenien Kerne, beleion Treger[4] ;
- war-lerc'h hanter, holl, mil[5].
- war-lerc'h hanter: ne ro nemet ur skouer, an hanter kantved[6], goude menegiñ 132 gwechad studiet. Ne seblant ket ober ar c'hemm etre hanter dirak un anv-kadarn ha dirak un anv-gwan.
- war-lerc'h holl: ne ro nemet ur skouer, an holl droug[6], goude menegiñ 39 gwechad studiet. Ne seblant ket ober ar c'hemm etre holl hag an holl.
- war-lerc'h mil: peder skouer roet diwar 14 studiet; meneg ebet eus mil c'hast, mil boan, mil vad, nag eus mil bennozh, mil mallozh, mil micher.
Pa vez kemmadurioù a-wechoù (er skouerioù roet gantañ) e lavar a-wechoù eo gwell tremen hep ober,
- evit anvioù ar gwez: ur wezenn kraoñ, met peurvuiañ ne vez ket heuliet e ali;
- evit an endalc'had: ur werennad gwin ruz, met an daou a vez kelennet;
- e-barzh ar vein (pajenn 66), met peurvuiañ ne vez ket heuliet e ali;
- war-lerc'h sant, santez, eme, met peurvuiañ ne vez ket heuliet e ali, gwelout anvioù evel Sant-Varzhin-an-Oud ;
- er renadennoù-anv war-lerc'h re ha hini, pezh a seblant poellek, met n'eo ket ali an holl,
- war-lerc'h an anvioù-badez (Per Kemener), pezh a seblant kontrol d'ar boazioù.
Liammoù diavaez
kemmañ- Wikeriadur
Notennoù
kemmañ- ↑ Vi-koukoug ; An dour en-dro d'an inizi eo an titl gwirion.
- ↑ sic, e-lec'h BEZAÑ
- ↑ § 62, p. 60 ; pep skouer zo daveennet.
- ↑ § 63, pp. 60-62 ; resisaat a ra an aozer ez eo bet doujet d'ar reolenn-se betek 1924 ; pep skouer zo daveennet.
- ↑ § 53, p. 52 ; goude holl : 17 kemmadur diwar 132 skouer ; goude hanter : 12 kemmadur diwar 39 skouer ; goude mil : 10 kemmadur diwar 14 skouer, met en unsilabennoù pe e frammoù digemm.
- ↑ 6,0 ha6,1 Tennet eus Notennoù diwar-benn ar Gelted kozh.