Tassilon III (742 - 794), a oa dug Bavaria hag an diwezhañ eus lignez Agilolfing. Dimeziñ a reas da Liutberga, merc'h Dider Lombardia, roue al Lombarded.

Mab e oa da Hiltrud Bavaria, a oa merc'h bastardez Karl Martel, ha da Odilon Bavaria. Un den a renk uhel hag a bouez e oa eta. Abalamour da skoazell he ziegezh eo e c'hallas Hiltrud ren war an dugelezh da varv he fried, pa oa bihanik he mab, en 748.

En 757 e touas Tassilon bezañ feal da roue ar Franked en kuzul-meur Compiègne. Evel-se eo e teuas da vout gwaz dindan Pepin Grenn. Goude, koulskoude, e kasas ur politikerezh dizalc'h diouzh hini ar Franked.

Dimezet e oa da Liutberga, ur verc'h da roue al Lombarded, Dider, a oa mestr en hanternoz Italia, er c'huzh-heol da zugelezh Bavaria. Harp a roas d'ar manatioù katolik ha kas a reas menec'h da avielañ Slaved Karintia etre ar stêrioù Drave ha Save. Pa voe lakaet bec'h war ar Slovened gant an Avared e voent gwarezet gant Tassilon.

Koulskoude n'eas ket da reiñ dorn d'al Lombarded pa voe aloubet o rouantelezh ha diroueet e dad-kaer evit difenn kador Sant Pêr e Roma. A dra sur e vagas disfiz bras ouzh Karl diwar neuze. Met e-unan e oa: gronnet e voe Bavaria pa voe staget rouantelezh al Lombarded ha Frioul ouzh rouantelezh ar Franked.