An Tencteri pe Tenchteri pe Tenctheri (Tenteritē hervez Ploutarc'hos) marteze ar bobl anvet Tenkeroi gant Klaudios Ptolemaios, ha marteze ivez an Tungri a oa ur bobl eus an Henamzer e Germania , a zeuas da chom war lez dehoù ar Roen, en hanternoz, war-dro ar Iañ kantved kent JK. Meneget eo bet o anv gant Julius Caesar ha Tacitus. Roud anezho zo bet kavet e Kerzu 2015 en Izelvroioù.

Pobloù Germania en amzer an Impalaeriezh Roman.

Hervez ar Romaned e oant Germaned. Kouskoude e vefe keltiek o anv, ha Tencteri a dalvezfe ar re feal.

Ar pobloù german er Iañ kantved goude JK

Pennadoù kar kemmañ