Teodoald
Teodoald, pe Theudoald, pe Thibaud (war-dro 708 – († ? 741), mab bastard da c'h-Grimoald II, maer palez rouantelezhioù Neustria ha Bourgogn, a voe maer ar palez war-lerc'h e dad. Hervez istorourien zo e vije bet mab da c'h-Grimoald II ha d'e bried Théodolinde Fris, merc'h d'ar roue Redbald Frise
N'eus forzh penaos e oa mab-bihan da b-Pepin Herstal
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Anv-bihan | Theobald |
Deiziad ganedigezh | 708 |
Lec'h ganedigezh | talvoud dianav |
Deiziad ar marv | 741 |
Lec'h ar marv | talvoud dianav |
Doare mervel | muntr |
Tad | Grimoald the Younger |
Mamm | Thiadsvind |
Familh | Arnulfings |
Micher | politiker |
Karg | Maer ar palez, Maer ar palez |
En 714 pa varvas Pepin, e dad-kozh, e teuas da vout maer palez Aostrazia, Neustria ha Bourgogn, hervez youl an hini kozh, daoust ma ne oa nemet 6 vloaz, dindan evezh e vamm-gozh Plektrudis, a oa ar galloud en he daouarn.
Ur eontr en doa, Karl, a vo Karl Martel, mab bastard da Pepin Herstal, a glaske an tu da vout maer palez Aostrazia. Bac'het e voe gant Plektrudis a rae he seizh gwellañ da zifenn askorn he mab-bihan.
Teodoald a anvas Ragenfred da vaer Neustria. Hag eñ kerkent da aloubiñ Aostrazia en 715, da gregiñ gant ur brezel-diabarzh, ken na faezhas armead Plektrudis e miz Mezheven 715, e koadeg Cuise (e-tal Compiègne). Ha kuit Teodoald hag e vamm-gozh etrezek Köln da glask repu.
Ar roue war-lerc'h Dagobert, Chilpéric II e anv, a viras Ragenfred evel maer ar palez. Ha brezel adarre e 716. Emglev a voe graet gant Redbold,roue Fris, ha lakaet seziz war kêr Köln. Trec'h e voent war Garl, a oa tec'het eus ar vac'h, hag a oa bet dilennet da vaer palez Aostrazia gant an uhelidi, hag a glaske dieubiñ Köln a oa seziz warni.
Plektrudis, atav en anv Théodbald, a anavezas Chilpéric evel roue ha Ragenfried evel maer ar palez, hag a lezas gant Chilpéric un darn eus Aostrazia ha Bourgogn.
Krediñ a reer e voe muntret e 741 gant e gendirvi, Karloman ha Pepin, goude marv o zad Karl Martel.