Tersina viridis

Ur par Tersina viridis, luc'hskeudennet
e Registro (stad São Paulo, Brazil).


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Passeriformes
Kerentiad : Thraupidae
Genad : Tersina
Anv skiantel
Tersina
Vieillot, 1819
Anv skiantel
Tersina viridis
(Illiger, 1811)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Tersina viridis[1] a zo ur spesad golvaneged eus ar c'herentiad Thraupidae.

Anvet e voe Hirundo viridis (kentanv) da gentañ-penn (e 1811) gant an evnoniour alaman Johann Karl Wilhelm Illiger (1775-1813).
Ar spesad nemetañ er genad Tersina an hini eo.

Doareoù pennañ

kemmañ
 
Ur barez Tersina viridis, luc'hskeudennet e Piraju (stad São Paulo, Brazil).

Diskouel a ra ar spesad un dimorfegezh revel dre m'eo melen-gwer pluñv ar barez ha glas-emrodenn hini ar par, du e zremm ha gwenn e gof.

Bevañ a ra diwar artropoded ha frouezh[2].

Annez hag isspesadoù

kemmañ

Ar spesad a gaver an tri isspesad[3] anezhañ e Kreiz ha Suamerika :

  • Tersina viridis grisescens, e hanternoz Kolombia,
  • T. v. occidentalis, eus reter Panamá ha Kolombia (nemet hanternoz) da Gwianaoù ha hanternoz Brazil ha da vBolivia (nemet gevred) ha gwalarn Arc'hantina,
  • T. v. viridis, e reter ha kreisteiz Brazil, gevred Bolivia, Paraguay ha biz Arc'hantina.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.