Theseüs
Theseus (Θησεύς e henc'hresianeg) a voe ur roue eus Aten hag unan eus an harozed vrudetañ gwengelouriezh Hellaz. Ren a reas war-dro 1250 kent JK, hervez Kronikennoù Paros.
Theseus zo taolennet evel mab Aigeüs, pe mab doue Poseidon. Desavet e voe gant e vamm Aethra, ha kuit ez eas da Aten pa glevas e oa mab da Aegeüs. Ahont e kavas e oa dimezet Aegus gant Medea, bet gwreg Iason.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Anv e yezh-vamm an den | Θησεύς |
Titl noblañs | Roue |
Doare mervel | muntr |
Abeg ar marv | beuzadenn |
Killed by | Lycomedes |
Lec'h douaridigezh | Skyros |
Tad | Aigeüs, Poseidon |
Mamm | Etra merc'h Piteüs |
Pried | Faidra, Antiope (Amazonenn), Ariadne, Hippolite, Elena Troia |
Kompagnun(ez) | Perigune, Egle, merc'h da Asklepios, Pirithous |
Bugel | Hippolytos, Melanippus, Akamas mab Teseüs, Demofon mab Teseüs, Ifigeneia |
Micher | Roue |
Karg | King of Athens |
Deroù ar prantad labour | 15vet kantved kt JK |
Dibenn ar prantad labour | 14vet kantved kt JK |
Azeulet gant | Mitologiezh Henc'hres |
Tuadur revel | Divrevelezh |
Present in work | The Suppliants, Hades |
Deskrivet dre | Theseus (1), Theseus saves Hippodameia |
Enemy | Prokust |
Ar vojenn vrasañ a-zivout Theseus eo e emgann ouzh ar Minotaoros (un den dezhañ penn un tarv), gant skoazell Ariadne, merc'h ar roue Minos. Ezhomm e oa dezhañ unvaniañ holl an Attika gant Aten, synoikismos (annezañ a-gevret) e voe graet ag an darvoud-se. Theseus a c'hourlakaas azeul Afrodite Pandemos ("Afrodite an holl tud") e su Akropolis.
Buhez Theseus skrivet gant Ploutarc'hos a zastumas meur a istor diwar marv ar Minotaoros, fuadur Theseus, penaos e oa kouezhet Ariadne e karantez gantañ hag an drubarderezh anezhañ outi. Ploutarc'hos a anzavas ar pal a voe sav buhez an haroz e kenstur gant Buhez Romulus an diazezer eus Rome. Mamennoù an oberer a vez puñset e Ferec'hydes Leros, Demon Philoc'horos, ha Kleidemos dreistholl.
Mojenn
kemmañAigeüs, roue kêr Aten, n'en doa bet bugel ebet gant hini ebet eus e wragez, ha c'hoantaat a rae ur mab. Petra a reas neuze, nemet ober evel hervez ar c'hiz, ha mont da z-Delfi da welout ar velegez evit gouzout penaos ober. Hag ar Pythia ha lavarout dezhañ :
« Arabat dit, da briz ebet, distardañ gouzoug da sac'had gwin a-raok bezañ erruet war bazenn uhelañ kêr Aten. »
Ar vojenn en arzoù
kemmañEl lennegezh
kemmañ- Thésée gant André Gide
- La Demeure d'Astérion gant Jorge Luis Borges
- Phèdre gant Jean Racine
- Phaedra's Love gant Sarah Kane
Sonerezh
kemmañ- Thésée, Jean-Baptiste Lully (1675) ;
- Hippolyte et Aricie, Jean-Philippe Rameau (1733).
Levrioù
kemmañ- Claude Calame, Thésée et l'imaginaire athénien, Payot, coll. « Sciences humaines », Lausanne, 1996 (2vet embannadur) (ISBN 2601031751).
- Henri Jeanmaire, Couroi et Courètes : essai sur l'éducation spartiate et sur les rites d'adolescence dans l'Antiquité hellénique, Lille, Bibliothèque universitaire, 1939.
- Nicole Loraux :
- Les Enfants d'Athéna, Seuil, coll. « Points Essais », Paris, 1990 (ISBN 2020124688),
- Né de la terre. Mythe et politique à Athènes, Seuil, coll. « Librairie du XXIe », Paris, 1996 (ISBN 2020282402).
- Annick de Souzenelle, Œdipe intérieur. La présence du verbe dans le mythe grec, Albin Michel, coll. « Spiritualités vivantes », 1999 (ISBN 2226106820).
Pennadoù kar
kemmañ- Thésée
- Lestr Theseüs, ur paradoks, hervez Ploutarc'hos.