The Beach Girls and the C'heñlc'h Monster Festival
The Beach Girls and the C'heñlc'h Monster Festival a zo ur fest sonerezh ha sinema e Nevez (Penn-ar-Bed). Kroget eo bet e 2011 gant an anv C'heñlc'h Fest e Tregon. Div abadenn all a zo bet : unan e 2012 hag unan all e 2013, war aod Tahiti e Nevez.
Pedet e vez strolladoù sonerezh bihan, gant perzhioù dic'hortoz evel Monsieur Marcaille pe Chapi Chapo. En abadenn 2013 e oa bet pedet ur pimpatrom Elvis Presley evit klozañ ar gouel.
Goude ar sonadegoù e vez skignet filmoù doare nanar.
Abadenn 2011
kemmañEn abadenn 2011, degouezhet e Pennhoat e Tregon, eo bet kinniget sonerezh hepken.
Sonerezh
kemmañAbadenn 2012
kemmañAn abadenn 2012, c'hoarvezet d'an 30 a viz Even ha d'ar c'hentañ a viz Gouere, a oa an hini gentañ o c'hoarvezout e Nevez. Brasaet eo bet ar fest evit degemer muioc'h a sonerien ha gellout skignañ filmoù.
Sonerezh
kemmañSadorn
kemmañEur tremen | Strollad | Doare sonerezh | Kêr orin |
---|---|---|---|
2e | Skeudoù ar Shads | surf music | Kemper |
3e10 | Bumble Bees | lo-fi pop | Roazhon |
4e20 | HSplash Wave | Pop Beach | Roazhon |
5e30 | Hank Stakhanov | One man band, blues | Sant Brieg |
6e40 | Les Blousons | Rock 'n roll | Brest |
7e20 | Burtul | Stoner | Tregon |
8e30 | Back To Sanity | Death Metal | Naoned |
9e40 | Pictured | Metal melodek | Kemper |
10e50 | Deathless Bastards | Thrash metal | Brest |
Sul
kemmañEur tremen | Strollad | Doare sonerezh | Kêr orin |
---|---|---|---|
3e10 | Bikini Gorge | Garage Rock | Roazhon |
4e20 | Mohawk | folk | Brest |
5e30 | Bone Breed Laboratory | Tekno Dupbstep elektronek | Gwitalmeze |
6e30 | Loud3r | elekronek | Montroulez |
7e40 | Empty Can | Rock / Hardcore | Karaez |
7e40 | The Slow Sliders | Blues | Karaez |
8e50 | Corbeaux | Post-rock | Kemper |
10e | Direwolves | Hardore | An Oriant |
10e50 | Doist! | kanaouennoù alaman/elektronek/rock | Roazhon |
Filmoù
kemmañSkignet eo bet un nanar bep noz, goude ar sonadegoù : d'ar Sadorn eo bet skignet Super Riders ha d'ar Sul eo bet skignet Toxic Avenger.
Abadenn 2013
kemmañTremenet eo an abadenn 2013 e-pad ar Gwener 5 hag ar Sadorn 6 a viz Gouere 2013, er memes lec'h hag e 2012.
Sonerezh
kemmañGwener
kemmañKroget eo ar sonadegoù da 7e noz
Sadorn
kemmañKroget eo ar sonadegoù da 6e noz